Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

hag a tennet ar gwella euz ann douar ; er giz-se ez oc’h, bep bloaz, o teurel temz da vaga louzou pere a voug (étouffent) ann ed. Pegement a dalvoudeges ec’h a evel-se da goll, el-lec’h servijout da wellaad ann douar !

Rèd eo eta chanj a c’hiz, ha lakaad panes, betterabes, karottes, kaol, irvinou, hervez ann douar, evit hen netaad ha kaout boed da roï fonnuz d’ar chatal. War ann teil lakeet d’ar brouskou-ze ec’h haller kaout goude-se pevar eost bennag, da lavarout eo segal pe winiz, melchon, war-lerc’h an ed, ha kerc’h d’ar bevare bloavez. War ann teil roet d’ar betterabes ho pezo eta pevar eost. Ar betterabes eo ar founusa brouskon a oufemp da lakaad : dont a reont, en douarou skanv evel en douarou pouner, gant ho zeila dru. Dreist holl ez int mad da vaga al loened, kezek pe loened-korn. Larda a reer ar saout gant-ho en daou viz, pe daou viz banter. En meur a lec’h. ar c’hezek labour a ve maget epad ar goanv gant betterabes hag eun tamm foënn mesket gant plouz gwiniz. Gant ar boeta-se a reont mad labour ann tieges hag a chomont maget en doare a dleont beza.

En darn vrasa euz ar vro na lakaer ket a vetterabes ; en tiegezou lec’h ma ve lakeet, ann dud, alies, na ouzont ket ann doare (la manière) d’ho labourad, hag evel-se n’ho defe nemet brouskoun dister ha treut.

Peurvuia e hadont anezhe gant ann dorn ; er giz-se a em gavont re-stank ; n’ho d-eûz ket a er da greski, ha n’oc’h ket evit ho labourad evel ma ’z eo gleet evit ho miret da veza mouget gant al louzou fall.

Setu aman penoz a dleer ober hag ec’h haller kaout bete c’huec’h-ugent mill livr (120,000) en un devez arad.

Ann douar a vez aret doon, en miz Kerdu, a-raok goueliou an Nedelek, evit m’hen defo amzer da vreigna ha da veza roezet a-benn ann eil labour, pehini a vez gret en miz Ebrel. A-raok disarrad, e skuller war-dro tregont karad teil dru dre devez-arrad. Pa vez skullet ann teil hag arret war-n-han, a ve kloedet gant ann oged (herse), dre amzer gaër, ha goude a tremener ar ruilleres (le rouleau) da vruzuna ha da starda ann douar. Tri pe bevar dol oged, heuliet euz ar ruilleres, a zo rèd en douarou pounner, evit ober mad.

Hada a reer en deziou diveza euz a viz Ebrel, pe en deziou kenta euz a viz Mae. Ober a reer rizennou gant ur verkeres war gillorou ; pe c’hoaz a reer irvi bihan gant un alar, hag a toler daou bom ann eil euz egile, en ur feson da gaout etre-z-ho war-dro daou droatad. Plenaad a reer neuze keign ann irvi, en ur gas ar ruilleres war ann dachenn. Neuze ec’h hader war c’horre ann irvi pleneet er giz-se. hag a toler-ewez da derc’hel leun war ar c’hreiz ; pep-hini a ve gant-han,