Hag ar re a oar lenn a dlefe lenn a vouez huel d’ar re na ouzont ket, er goanv, etal ann tan, goude labouriou ann de, hag ar suliou, goude kreiz-de, epad ann hanv, evit diski kalz a draou talvouduz, (importantes) pere na ouzoc’h ket, war ann doare da labourad ann douarou, da vaga al loened, d’ho louzoui en ho c’hlenvejou ; — hag ive un tammig politik, evel ma ve lâret en Gallek. Ann traou-se holl a gavfeac’h el levriou.
Kalz a zo hag a lavaro d’in, marteze ; — « Kement-se holl a zo brao da lavaret ; met pelec‘h e kavfomp al levriou en pere e tiskfomp ann holl draou-se ? »
Gwir eo, al levriou brezonek en pere a ve gallet diski ann traou am eûz lavaret huelloc’h a zo kalz re-neubeud anezhe e-touez ann dud diwar ar-meaz, en Breiz-Izel. Met disket lenn ha skriva, ar re na ouzont ket, pe grêt lenn d’ehoc’h, ar re a zo re-goz evit diski, hag al levriou mad a deuo ive, hag hep dale : me e anavez tud pere a lakao, gant plijadur, ho foan hag ho gwieges evit ho skriva, ha mar diskouezet kaout c’hoant da deski ann traou talvouduz a zo rêt da c’houzout evit beza un tiek mad, un elektour mad, hag ive ur c‘huzuiller munisipal, pe ur Mear mad, — un dez a deuo hag ho pezo ive, marteze, ho journal pe gazettenn. en iez koz ho tadou, evel ho person, ho noter, hag otronez ann noblanz, — pere ho d-eûz ho re en Gallek.
Met dont a ran d’ar pez a lavarenn d’heoc’h da genta : fellout a ra d’in rei d’ehoc’h da glewet, en bêr gomzo, petra eo ann elektionou, petra [eo] un Depute, ha da betra a ve kaset ganeoc’h da Baris.
Gwelomp da genta petra eo ann elektionou.
Ar giriou elektion, elektionou, a zo giriou gallek, hag er iez-se ez int evel ma lavarfac‘h : — dibab, dibabou. Un elektion a zo eta un dibab, pe ur choaz, mar karet, grêt gant ann elektourien, da lâret eo ann dibaberienn, ann dud a zo en noad da rei ho moueziou evit henvel ar re a gavont ar gwella evit beza en eur gark bennag, evel kuzuler munisipal, Mear, kuzuler jeneral, Depute. Gwez-all, ann holl gargou-se na vijent ket roet dre votadek, pe elektion, evel ma lârer en Gallek ; ar Roue, pe ann Impalaër, pe ar Prefet a hanve ar re a garie, hep goulen digant ar bopl pe ho c’havent mad, pe na reent ket. Ann Deputeed, hep-ken, a vije hanvet dre votadek, ha c’hoaz ez oa rèd beza pinvidik evit beza elektour, da lâret eo dibaber. A-boe 1848, hep ken, ann holl gwased ho d-eûz ur bloaz war-n-ugent, nemet ar re ho d-eûz bet ur varnediges fall