Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/53

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —


KAMBR ANN DEPUTEED


ANN ELEKTIONOU. — RED EO D’ANN HOLL voti.


————



Klewet a ret alies, ma zudou geiz, komz euz Kambr an Deputeed, pe ar C’horf legislatif, euz Deputeed hag elektionou, ha kalz ac’hanoc’h na ouzont ket mad petra eo Kambr an Deputeed, petra eo un Député zoken, na petra a dle da ober evit beza un Depute mad.

Ann elektionou ive a ro poan-spered da veur a hini, ha kalz a zo hag a zo skuiz o vont ken alies da rei ho moueziou, pe voti, evel ma ve lâret en Gallek, abalamour na welont netra a vad o c’hoarvezoud goude, hag ann traou o vont peurvia fall pe falloc’h. Klewet am eûz, meur-a-wez, tud diwar ar meaz, hag ive euz kêr o lâret : — « Me na inn ken da rei ma mouez, pa eo gwir ez on bep-tro en tu koll. »

Ac’hanta, se na eo ket mad ; it da rei ho mouez bep-tro, komerrit kuzul euz ann dud onest, ann dud vad (bez’ a zo anezhe dre-holl), pere a anavezet, ha na ret ket evel kalz re a lavar : — « Petra a raio ma mouez en kement-man holl ? ur vouez en tu-man pe en tu-hont, mouez ul labourer-douar, na eo netra. »

Kement-se na eo ket gwir, ha mouez ur mevel a dalv, en tu ma ve, kement hag hini he vestr. Ha neuze, gwelet petra c’hoarvezfe, mar komzfe ann holl er stum-se. Ann dud-fall, evel potred ar Gommun, en Paris, hag ho re, hec’h a holl da voti bep-tro, ha mar na ioullet mont ive, evel-t-he, e teufont da drec’hi dre-holl, ha spoutuz eo sonjal er pez a c’hoarvezfe neuze. Goulennet kuzul, a lâran d’ehoc’h c’hoaz, euz ann dud vad hoc’h eûz fizianz en-hê, ha votet bep-tro, ha na gredet ket penos ho mouez a zo ur vouez kollet.

Un dez a deuo, me oar vad hag a c’houvefet gwelloc’h eget hirie penoz a tremen ann traou en ho pro, ha da betra e talv mont da voti. Me garrie ho kwelet holl o komer plijadur o lenn en Gallek, ar re a oar ar Gallek, en Brezonek, ar re na ouzont ket ar Gallek.