Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/52

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

ann diou rouanteles kizidigezou (des susceptibilités) pere a dlee ober na vije ken gallet tec’hel dirag ar brezel : en se oc’h eûz pec’het… »

Daoust da holl gomzou mad ann otro Thiers, ar brezel a oe disklêriet, hag holl hec‘h ouzoc’h penoz ez eo bet troet a-eneb d’imp. Da vihanna ann elektourienn a welaz neuze pegement ez oant bet dallet evit rei ho moueziou da servijerrienn ann Impalaër. Neuze a hanvjont, peurvuia, tud a skiant vad hag a galoun eeün, hag ann otro Thiers a oe hanvet war-dro en tregont departamant.

Ar Gambr, anaoudeg, a hanvaz anezhan Chef ar pouar executif, ha divezatoc’h, pensturier pe President ar Republik, hag a-baoue hec’h ouzoc’h evel ma hen eûz renet ann traou gant furnez. Trec’het hen eûz, en bêr-amzer, war arme ar Gommun milliget, ha kavet arc’hant da rei d’ar Prusianed, evit mont er-meaz a Franz. — Setu aze, en bêr gomzou, buhe ann otro Thiers.

Potred Breiz-Izel, bezit anaoudek (reconnaissants) en kever ann den a skiant vraz, ann den fur-se : evit ar vad hen eûz grêt evidomp holl, ha darc’hit sonj mad penoz n’eo ket mab ur roue pe un impalaër, met mab ur micherour, ha tri roue ho d-eûz kollet ho c’hurunenn, dre ma n’ho d-eûz ket ioullet selaou he vouez, ha heulia he aliou mad.

Doue d’hen miro en iec’hed !