Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —



KAMBR ANN DEPUTEED.


Dalc’h (séance) ar bemzek a viz Gouere 1870.


————



Ann otro Thiers. — « Ac’hanta ! otronez, c’hoant oc’h eûz a lârfe ann Urop holl penoz ann dra (le fond) a oa aotreet d’imp, hag evit ur gestion a naoz (de forme) ho pezo lakeet da redek steriou goad ?

… Evidon-me, dre damant evit ar c’houn (le souvenir) a vezo ac’hanon goude ma maro, na ioulfenn ket a ve gallet lâret am eûz kemerret war-n-hon (que j’ai pris la responsabllité) ur brezel diazezet (fondée) war un abek ken dister…

Em savet a-eneb d’in, lavaret drouk komzou (insultez-moi) mar karet… prest on da c’houzanv (souffrir) holl evit difenn goad ma c’henvroïz ez hoc’h prest da skuilla ken diavis… (si imprudemment).

… Ar Gambr a raïo evel ma karo : ez on en gortoz euz ar pez a raio, met evit-on me na gemerran war-n-hon lodenn a-bed euz ur brezel ken neubeud didammall (si peu justifiée). »

Ann otro Ollier, ministr ann Impalaër. — « Ni a gemer holl war-n-omp, gant un galon skanv. »

Ann otro Thiers. — « Gouzoud a ret pere eo ar re ho d-eûz grêt drouk d’ar Franz ? N’eo ket me, met ar re n’ho d-eûz ket ioullet selaou ma aliou, ar re ho d-eûz grêt brezel ar Mexiq, ar re ho d-eûz grêt Sadowa : hag ar re-se a ankounac’ha breman ann holl drouk ho d-euz grêt, evit hen lakaad war hon c’heign, pa glaskomp espern goad ar vro…

C’hoant am eûz a ve gwelet er Journal officiel ho interruptionou[1] holl : ar vro hon barno…

…Ha koulzgoude na diskennan euz ar gador (la tribune) nemet abalamour ma am eûz gallet, daoust d’ehoc’h ha d’ho interruptionou lâret ar pez a zo ar muia [a] dalvoudègez (ce qui est le plus important) en kement-ma, da c’houzoud eo : — mad ar Franz ez

oa salv (l’intérét de la France était sauf), hag a zo grêt sevel etre

  1. Interruption, — da lâret eo troc’ha he vouez d’ann hini a gomz.