Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/55

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

bennag (en Gallek — un jugement infamant), a zo galwet da rei ho moueziou evit ober ar c’huzulerienn munisipal, ar c’huzulerienn jeneral hag ann deputeed. Evel-se eta, mar hoc’h eûz kuzulerienn fall, pe deputeed fall, na eo nemet d’ehoc’h ho-unan a dleet em gomer diwarbenn kement-se. Gwelet eta pegement ez eo un dra talvouduz (importante) voti bep tro, ha voti mad, da lâret eo evit ann dud onest, ann dud fur pere a anavez ho ezommou ha pep-tra a gement a sell ho madou (vos intérêts).

Ar c’huzulerienn munisipal, — gouzoud a ret se, me oar vad, — a zo hanvet ganeoc’h ; en pep parroz, evit rena traou (les affaires) ar barroz evit ar gwella, ha ober un impli vad euz he dinerou, evel a-vad, aoza (réparer) ann hentjou fall, ha digorri hentjou nevez lec’h ma ve ar muia a ezomm. — Ar c’huzulerienn jeneral, pere a em dastum en penn-kêr ann departamant, pe en ti ar prefet, — ho d-eûz da labourat evit mad ann departamant holl, ha pep-hini evit he ganton dreist-holl, abalamour ma anavez gwelloc’h he ezommou. Re-hirr a ve lavaret d’ehoc’h aman holl ar pez a sell anezhe ; met gouveet mad penoz mar hanvet ur c’huzulier jeneral fall, ho pezo keuz braz a se, divezatoc’h.

Un depute hen eûz kargou huelloc’h, ha dleou, deveriou brasoc’h c’hoaz en ho kever. Indan ur gouarnamant republikan, evel ma ’z omp hirie, Pensturier ar Republik, pehini a zo ar c’henta euz ar gouarnamant, evel diagent ar Roue, pe ann Impalaër, — ar Pensturier eta na c’hall ober netra a vraz, netra a dalvoudegez, hep komer kuzuliou ann deputeed, hag a ve red d’ezhan ober evel ma c’houlenn ann tu lec’h ma ve ar muia a voueziou, en Gallek, ar majorité. Ar vro holl, a ouzoc’h mad, a zo galwet da henvel ann deputeed. Ann depute a gaset da Baris, — pe da Versailles, pa eo gwir e-maint breman en Versailles, — a ro he vouez evidoc’h en kambr ann deputeed, da lâret eo en ur sall vraz lec’h ma em dastumont holl, en niver a 750, a gredan, evit em glewet war holl kement a sell madou (les intérêts) ar vro, evel kreski pe bihanaad ann taillou (les impôts), — ober ar brezel pe ar peuc’h, ober lezennou nevez, ha kalz a traou all, pere a sell ar Fransijenn holl. Kambr ann deputeed a ve hanvet c’hoaz Korf législatif, hag ar gir gallek-se, législatif, grêt a daou c’hir latinn, a zo evel ma larfac’h : — oberour lezennou, — rag, evel am eûz lâret un tammig huelloc’h, ann deputeed eo a ra al lezennou nevez.

Dre gement-se holl a welet sklêr penoz e votet, pa roët ho mouez, ho kuzul, bep-tro en kambr ann deputeed, dre vouez ann deputeed