kaout ar broiou-se abalamour ma ’z int kaeroc’h ha pinvidikoc’h eget ho hini.
Ann Alsace hag al Lorraine a zo, en gwirionez, euz ar broiou kaera ha pinvidika a Vro-C’hall ; pep seurt trevad (produits, moissons) a deu en ho douarou, frouez, ed, gwinn, ha kalz a draou all. Met ar pez a roont dreist holl, ez eo Fransijenn vad. Re hirr a vefe henvel d’ehoc’h aman ann holl soudarded vad, ar jeneraled kalounek, ann dud a skiant vraz, hag ar veleienn karantezuz ho d-eûz roët d’ar Franz. Daouest d’ar pez a zo c’hoarvezet, ho c’halounou a zo chomet hag a chomo bepred evit ar Franz, ha na c’halfenn gwelloc'h diskouez kement-se d’ehoc’h evit o lakaad indan ho taoulagad un darn euz a ul lizer skrivet gant ann otro Freppel d’ar roue Guillôm, un tammig a-raok ar brezel. Ann otro Freppel, hirie eskop eus ar gêr a Angers, a zo ganet en Alsace. Skriva a eure d’ar roue Guillôm (o sonja hen defoa ur galon ar roue-se) evit lavaret d’ezhan e vije un dra eneb ar gwir (justice) ober, dre nerz, Prusianed euz ann Alsasianed, pa eo gwir a ioullent chom bepred Fransijenn. Met setu aman he gomzou :
« Tremenet am eûz en Alsace pemp bloaz war-n-ugent euz va buhe ; hag a-baoue am euz bet karet bepred bugale ar vro gaer-se. Na anavezan ket unan hep-ken anezhe hag hen defe ann disterra c’hoant da baoues da veza euz a Franz. Katoliked, protestanted, holl ho d-euz denet gant leaz ho mammou ur garantez ar vrasa evit ar Franz ; hag ar garantez-se a zo bet, hag a vezo da vikenn en ho c’halonou, epad o buhe. Belek euz un eskopti (diocèse) el lec’h ma 'z eo braz ha stard ar garantez evit ar vro, biskoaz n’am eûz kavet en-han (galloud a ran en lâret d’ho Majeste) ur garantez evit ar Franz brasoc’h evit er vro en pehini ez on bet ganet.
Ar speret-se (ar garantez evit ar Franz), bezit sur a gement-man, a vevo en kalonou ar re a deuio hon goude, hag ive en kalonou ar re a deuio goude ar re-se c’hoaz : netra na c’hallo hi laza, nag ann atizou (les séductions), nag ar gourdrouzou. Rag evit koll ar garantez-se, a vefe rèd d’ez-he ankounac’hâd, gant ho deveriou hag ho mad (leurs intérêts) ann evor ha bete hanoiou ho zadou, pere, epad daou c’hant vloaz, ho d-eûz bevet, em gannet, poaniet, trec’het gant bugale Vro-C’hall. Hag ann traou-se n’ho ankounac’haer biken ; ha poaniou ha gwaleuriou ann deiziou fall a dremenomp brema na rafont nemet starda liammou skoulmet ur wez ouspenn gant poaniou ha glac’harou gouzanvet gant ann eil evit egile. »
Ann eskop enoruz (vénérable) na oe ket selaouet gant al laër kuru-