Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

net, hag ar Prus a gemerraz ann Alsace. E-maint duhont, euz tu ar sav-heol, ur million c’huec’h kant mill a Fransijenn, dalc’het dre nerz indan veli ar Prusianed. Sonjet evel e-maint maleüruz ! Kement-se, n’eo ket gwir, na hall ket padout pell-amzer ? Un de, pa vezo iac’hêt gouliou braz hon mamm-bro, pa vefomp deut da veza krenv a-walc’h, a vezo rèd tenna ar Fransijenn vad-se, hon breudeur, euz a indan veli garo ha digar ar Prusianed. Ma vije bet roët hon bro ger Breiz-Izel d’ar Saozon, evel ma ’z eo bet roët ann Alsace d’ar roue Prus, ar Franz holl a vije bet em savet evidoc’h. Ha c’hui, pôtred vad Breiz-lzel, a raïo ive ho tever, pa vezo deut ann amzer.