Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —


ANN ALSACE HAG AL LORRAINE


BROIOU DISTAGET EUZ AR FRANZ GANT AR BREZEL DIVEZA.


————


Gouzoud a ret holl penos ez eo gwall-droët a eneb d’imp ar brezel diveza. Kollet a meump meur a vill den, lac'het gant ann enebourienn, pe marvet gant klenved ; eiz ha tregont euz hon departamantjou a zo bet laeret, flastret ha tanet ; eiz milliard, ur bern arc’hant spontuz, hon eûz da baea d’ar roue Guillôm ; — met ar gwassa eo renkout koll ann Alsace hag un darn euz al Lorraine, diou vro ar gaera. Ia, se eo hon gwasa koll, nann kement dre ma em gav bihaneet ar Franz, evel dre ma zo er broiou-se fansijenn vad, pere a vezo breman evel ann Allmanted, pere na garont ket, — pell a-c’hane.

Evit roï d’ehoc’h gwelloc’h da glewet (comprendre) kement-se, lekeomp (supposons) eman Bro-C’hall en brezel gant Bro-Saoz, hag ez eo bet trec’het Bro-C’hall, hag a renk rei Breiz-Izel d’ar Saozon, el-lec’h ann Alsace ha un darn euz al Lorraine, pere a renk rei breman d’ar Prusianed. Ur prefet saoz a vefe digaset da Gemper, hag unan all da Sant-Briek, maeriou saozon, jendarmed saozon, barnerienn saozon a vefe en pep lec’h ; ho pugale a renkfe dilezel iez ho zadou, ar Brezonek, evit diski ar saoznach, ha beza soudarded en armeou Bro-Saoz, ha marteze zoken em ganna eneb ho bro ger Breiz-Izel ! Petra a lavarfac’h, pôtred Breiz-Izel ? — Me a oar er-vad ez omp, en amzer-ma, re vignoned d’ar Saozon, evit kaout ar brezel gant-he, hag ar pez a lavaran aman na eo nemet evit rei d’ehoc’h gwelloc’h da glewet pegement a dleomp kaout truez euz hon breudeur distaget ouzimp dre nerz.

Ha anaout a ret ann digarez roët gant ar Prusianed evit distaga ann Alsace hag al Lorraine euz Bro-C’hall, pe Franz ? Abalamour, emez-he, ma komzer er broiou-se ur iez hag a zo henvel euz hini ann Allmanted. Ann abek-se (cette raison) na eo ket gwelloc’h eget a vefe hini ar Saozon mar tigwezfe d’ezhe c’hoantaad kemer Breiz-Izel , hep-ken (uniquement) abalamour ma ’z eo henvel hon iez euz hini ar Vretoned, hon breudeur, a zo o chom en ho bro.

Kement-se holl, c’hui hen gwel mad, a zo ur gaou braz, hag un dra eneb ar wirionez (la justice). Ar Prusianed ho d-euz c’hoantêt