Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

pehini a reaz kement a drouk d’ar Franz holl, ha kement a blijadur d’ar Brusianed. A-baoue tri c’hant vloaz na oa ket bet gwelet en hon bro ur revolt ken spontuz trec’het ha kastiet en ken neubeud a amzer, rag bete vreman ar gouarnamantjou ho defoa trec’het ar revoltjou bihan hag a oa bet diskarret gant ar re vraz. Revolution miz Gouere, en 1830, he d-eûz diskarret Charles dek en tri deiz ; ar roue Loëiz Fulup a oe diskarret en un deiz, en 1848, ha Napoleon tri, en un heur. Met potred ar Gommun n’ho d-eûz ket gallet diskar ar gouarnamant republiken, evit-he da veza tud terrupl, digalon, ha na souzent dirag torfed a-bed. Gwelet a ret mad dre eno, ma mignoned, penoz ar Republik na eo ket gouarnamant ann direiz (du désordre), evel ma zo kalz hag ho defe c’hoant da roï d’ehoc’h da gredi ; pell a-c’hane, ur gouarnamant eo hag a ra ar brezell d’ann direiz, ha na glask en pep tra nemet enor ha mad ar vro.

Dalc’het-mad eta d’ar Republik.