Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

ar Gommun, pa na wele ken gallout trec’hi, a felle d’ezhi ober ar muia a zrouk ec’h halje d’ann dud onest ha d’ar Franz holl.

Arme gwir gouarnamant ar vro a dostaë bemdez un tam euz Paris : kemer a eure tri pe bevar c’hastell-krenv (forts), hag a teuaz neuze bete mogerou kêr. Un den kalonek braz, hanvet Ducatel, a digorraz d’ezhi un nor, ha setu hon soudarded e Paris. En penn ann arme ez oa ann den kalonek braz ar marichal Mac-Mahon, karet gant he holl soudarded, ha pehini a oa bet gwall-c’houliet en Sedan. Ur sizun penn-da-benn a padaz kemer kêr holl, rag en pep streat (rue) a oa barrikadennou savet gant ann insurjeed. Er maread amzer-se (en ce moment) potred ar Gommun a reaz ho zorfejou ar muia spontuz. — Ann tan-gwall a oe lakêt gant-ho er monumantjou kaera euz Paris, evel pales ann Tuileries, ann ti-kêr (l’hôtel-de-ville), pales ar wirionez (le palais de justice), ha kalz a re-all. Un niver braz a diez a oe ive tanet, hag esea a eurejont zoken ober lammet en er un darn euz kêr, o lakaad an tan en un ti poultr (une poudrière). Met, evurusamant, na deuaz ket ho zol da vad.

E-keit-se a oe fuzuillet er prisoniou un niver braz a dud onest, jendarmed, beleienn, arc’heskop Paris, ann otro Darboy, ann otro Deguerry, person ar Vadalenn, hag ar senateur Bonjean. Un den hanvet Ferré, pehini a zo bet fuzuillet a-baoue, a roe ann urzou. Unan all, ken fall hag hen, hanvet Raoul-Rigault, pehini a oa mestr ar reiz (le chef de la police) indan ar Gommun, anaveet evit he vuhe dirollet, a lac’haz he-unan gant un tenn pistolen ar republikan Chaudey.

Ann emgannou a bade bepred en streajou (les rues) kêr, hag ar boulodou hag ar bombou a goueze stank evel grizil, hag a lac’he un niver braz a dud, hag a lakaë ann tan en tiez. Ann 28 a viz Mae, arme Versailles, da lâret eo arme ar Franz, a oa mestr euz Paris holl, hag ann dud onest a baouezaz neuze da grena evit ho madou hag ho buhe. Gouarnamant spontuz ar Gommun a oa padet daou viz hag dek deiz : hag e keit-se, pegement a gollou, a waleuriou hag a dorfejou, ma Doue !

Kalz a vemprou ar Gommun a oe lac’het, evel Rigault ha Delescluze ; Ferré, Rossel ha Paschal Grousset a oe komerret ; ann daou genta a zo bet barnet d’ar maro, ha fuzuillet ar 27 a viz Du ; ann drivet, Grousset, a zo barnet da veza kaset prisonier en un enezenn pell euz ar Franz. Kalz anezho ec’h hallaz ive em denn en Bro-Saoz, er Belgiq, pe er broiou-all, — evel Felix Pyat, un den digalon (lâche), un den fall, pehini a lakaë ar re-all da ober ann drouk, hag a vije bepred ar c’henta o tec’hel, pa vije riskl (danger).

Setu aze, ma mignoned, un histoar bêr euz ar Gommun milliget,