Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

traou o trei a-enep d’ezhe. Unan ho jeneraled, hanvet Flourens, a oa bet lac’het en un emgamm (dans un combat), hag unan all, hanvet Duval, a oe kemerret gant ar soudarded, ha tremenet dre ann armou. Meur a-wez arme ar Gommun, lec’h na oa nemet tud foll, pennou avelet ha hep gwieges a-bed, — ha mezverienn dreist-holl, — a oe trec’het ha rèd d’ezhi souza ; met, siouas ! hon soudarded na c’hallent ket mont war ho lerc’h beteg ar c’hastellou (les forts) ha dreg ar mogerou, lec‘h ma em dennent.

Prestig memprou ar Gommun a em lakaaz da stourm ha da enebi ann eil egile, hag a oe grêt neuze daou pe dri gouarnamant, pere na c’hallent tam em glewet. Adalek ar mare-se ez oa eaz gwelet ez oant kollet. Darn euz ho fennou (chefs) huella a oe tolet er prisoniou gant ho c’henvreudeur (collègues) : biskoaz na oe gwelet un hevelep disurz. Ha koulzgoude a reent bepred embannou braz. Ur c’hanfard hanvet Paschal Grousset a gase embannou ha lizerou d’ar rouantelezou-all, — evel ma ra ministred evit mad (les ministres pour tout de bon), — ar gouarnamantjou anavezet er bed holl. Met arc’hant a oa rèd da gaout ive, kalz a arc’hant, ha potred ar Gommun a laere el lec’h ma ’kavent , hag a kasent soudarded d’ar Bank Franz, da denzaourou ann hentjou houarn hag ar gompagnunezou Assuransou, evit kemer ann arc’hant a vije en ho c’houffou (caisses). Cluseret, jeneral soudarded ar Gommun, abalamour n’hen defoa gallet ober netra a vad, a oe tolet en ur prison, hag en he lec’h a oe lakêt ur c’habiten euz hon armeou, hanvet Rossel, pehini, evit lavaret, hen defoa kollet he benn o welet ann holl waleuriou kouezet war ar Franz en ken neubeud a amzer. Hogen daouest da Rossel, evel da Gluseret, ann arme gaer savet en Versailles gant ann otro Thiers, a gemerraz ur c'hastell-krenv (un fort), ha Rossel a oe, d’he dro, tolet er prison, hag en he lec’h a oe lakêt un den hanvet Delescluze, den onest gwez-all, met troët krenn brema war ann tu fall. Ar Gommun na wie ken petra a ree : un dez a kavaz ez oa mad diskar ar peul (en gallek colonne) Vendôm. Hag a oe roët urz da diskar ar peul Vendôm, pehini a oa bet savet en enor da c’honidou braz (des grandes victoires) ar Franz, indann ann Impalaër braz Napoleon I. Ti ann otro Thiers a oe ive diskarret, abalamour ma talc’he penn d’ezho, ha ma oant bet trec’het gant arme Versailles. Ha koulzgoude diskar ti ann otro Thiers, na hini den all a-bed ive, n’ho lakaje ket da c’honid war ann arme pehini a em ganne evit mad ar vro hag ar wirionez. Neuze a rejont ul lezenn all hag a lavare penoz ar veleienn hag ann dud all a dalc’hent en ho frisoniou a vije sellet evel otages, en gallek, — da lavaret eo e vijent lakêt d’ar maro mar lakaje gouarnamant Versailles fuzuilla ann insurjeed a vije kemerret o tougen armou. Gwelet a ret evel-se penoz