Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

ober ? Allas ! ar glac’har en hon c’halonou holl, ez oa rèd tec’hel eûz an Alsace, ar vro gaer-se, hag hi leuskel gant ann enebourienn, met ewit ur pennadig amzer hep-ken, a sonje d’imp holl. Neuze eta a oe gret d’ann holl soudarded a chome ganimp c’hoaz dont war Paris, evit difenn da vihanna penn-kêr ar rouanteles. Evel-se, gant ar pez hon boa salvet euz ann arme koz, hag ann armeou newez a oa savet gant hast braz, pep hini hen defoa c’hoaz esper a vije gallet ober d’ar Prusianed tec’hel en tu all d’ar Rhin. Met ann Impalaër a welaz mad kement-se, ha gant aoun da goll d’hoc’htu he gurunenn, hen hag he ligne he goude, mar teuje da dec’hel re vuhan, e c’hoantaaz riskla un tol diweza ha c’hoari holl war ur gartenn hep-ken, evel ma ve lâret, evit-han n’hen defoa nemet neubeud a chanz da c’honid er giz-se. Kement-man a zo gwir mad, rag he-unan hen eûz anzavet ann torfed-se en ul lizer a skrivaz da ur saoz hanvet Iann Burgoyne. El lizer-se, a lâr penoz hen dije dleet dont war Baris gant ann arme, mar n’hen dije ket karet muioc’h he gurunen eget ar Franz. Hag evel-se a oe daleet (retardée) tec’h (la retraite) arme Metz. Armeou ar Prusianed a gavaz neuze amzer a-walc’h evit treuzi ar Rhin, ha goude Gravelotte ha Sant-Privat, lec’h ma oe lac’het c’hoaz un niver braz a dud, euz ann daou du, hon arme a renkaz chom indann mogerou Metz, hag em renta diwezatoc’h, pa oe debret ann holl voued a oa en kêr, ha mont prisonieres en Allmagn.

N’hon boa pelloc’h a soudarded nemet ann neubeud ho defoa gallet em salwi eûz a arme Mac-Mahon, korf arme ar Jeneral Felix Douai, hag ar rujumantjou a vale (de marche) grêt gant ar reservou galwet indann ann armou. Ministr newez ar brezel, ar jeneral Cousin Montauban, komt Palikao, hen defoa grêt gant mall un arme newez a gant mill den. Bars ann arme-se, dastumet en Chalons ez oa brema holl esperanz ar Franz. El-lec’h hi digas war-du Paris, ann Impalaër hi c’has war-du Sedan. Na grede pelloc’h dont da Baris, hag e talc’he gant-han ann arme evit ma vije trec’het, vel ar re-all, indann mogerou Sedan, ha kaset prisonieres en Allmagn, goude ur gapitulation mezuz. — Pewar ugent mill den komerret en un tol !

Pa digwezaz ar gwall-gêlo se, a oe drouk kaer en holl er pevar c’horn ar Franz, me ho ped da gredi. Neuze ann holl gêrio vraz eûz ar rouanteles a lâraz penoz na ioulent ken (qu’elles ne voulaient plus) eûz ur gouarnamant ken mezuz. En Paris, deputeed departamant ar Seine, pere a oa holl a eneb d’ann Impalaër, pe eûz ann opposition, a em gargaz da ober ur gouarnamant newez, evit difenn ar vro, hag ar Franz holl a gavaz mad ar pez a ree eno ann dud-se, pere na disesperent ket c’hoaz, evit ann traou da vont gwall-fall.

En penn ar gouarnamant newez-se ez oa un den honest, kalonek