Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

eo dek gwez kant mill, ha tri arme terrupl a deue a-eneb d’imp. Ann Impalaër, evit-hen na wie ket kalz a dra en doare ar brezel, hen defoa c’hoantaët gourc’hemenn (commander) dreist he holl jeneraled. He arme, pehini na vije ket bet re grenv evit stourm eneb unan hep-ken a armeou ann Allmanted, ma vije bet dastumet en unan hep-ken a oe rannet en eiz korf, pell ann eil ouz egile, ha dalc’het peurvuia da ober netra. Ar Prusianed, o welet kement-se, a gresk c’hoaz ho armeou, ha goude Saarbruck, lec’h na oe gret, evit lâret nemet ur gomedi, evit plijadur ar Prinz Imperial, mab ann Impalaër, — a teujont, en tri arme braz meurbed, war daou eûz hon c’horfou armeou. Division ar jeneral Abel Douay, eûz korf arme ar marichal Mac-Mahon, a wel o tont warnezhi, ar c’henta, ar Prusianed, en Wissembourg, ar bevar a viz Eost. Hon soudarded a c’hourennaz kalonek meurbed, unan eneb pevar, ur pennad mad a amzer ; met allas ! rèd a oe d’ezhe tec’hel. Ann den kalonek, ar brezelour mad ar marichal Mac-Mahon, a dired neuze d’ho zikour, gant ar pez a oa manet eûz he gorf arme, war-dro tregont mill den. Gortoz a ra ann enebourienn en ul lec’h hanvet Reischoffenn. Dont a ra hep dale arme ar Prusianed, en niver a gant hanter kant mill den, gant ar prinz royal a Brus en ho fenn. Ar jeneral De Failly, ur jeneral a lez, a oa en kastel (le fort) Bitche, hag hen defoa urz da dont ive, kerkent ha ma klewje mouez ar c’hanon ; met kaer a oe gortoz anezhan, na deuaz ket, hag hon soudarded paour a oe arre friket indann ann niver braz euz ann enebourienn. Ar guiraserienn a oe lac’het holl, evit lâret, hag a rojont ho buhe, a galon vad, evit rei amzer da dec’hel d’ann neubeud a chomme c’hoaz eûz hon soudarded. Hon c’hollou a oa braz meurbed ; met kollou ar Prusianed a oa brasoc’h c’hoaz, hag ar Fransijenn a oa marwet ho defoa goerzet ker ho buhe, e c’hallet kredi.

En hevelep (même) deiz, ar c’huec’h a viz Eost, — arme ar roue Prus hag he Jeneral Steinmetz a em dolaz, tost d’ar gêrig a Forbach, war arme vihan ar jeneral Frossard, pehini a oe ive friket indann ann niver braz. Adaleg neuze, ar harzou (les frontières) a oa digor en daou lec’h, ha diou arme terrupl a enebourienn a em dolaz kerkent, unan el Lorraine, hag eben en Alsace, ewit a-c’hane mont iwe el Lorraine, dre ar menezlou hanvet ar Vosges, pere na oant pelloc’h difennet.

Evit kement-man holl, na oamp ket c’hoaz kollet. C’huec’h korf a arme war eiz a oa c’hoaz iac’h mad. Ann enebourienn a oa en hon bro, se a zo gwir, met ann dud kalonek na ouzer ket pegement a zo anezhe en Franz, ha pa ve deut er c’houlz da difenn ar vro en danjer, pep den, koz ha iaouank, a ve ur soudard. Koulzgoude ez oa rèd kaout amzer evit sevel ann dud, ho deski ha rei d’ezhe armou. Penoz