Mont d’an endalc’had

Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

ha brezelour mad, a be-hini hon eûz lâret huelloc’h ur gir, ar jeneral Trochu, ur breton. Hanvet neuze da vestr braz, gant ann holl, a-baoue ma ’z eo em rentet Paris, a zo bet lâret kalz a drouk anezhan, met eneb ar gwir (injustement). Ar jeneral Trochu, mar karet, n’hen eûz ket grêt holl ar pez a c’hortoemp anezhan ; n’hen eûz ket kaset ar Prusianed eûz a endro da Baris, ha grêt d’ezhe distrei d’ho bro : met piou hen divije grêt ar burzud-se, er poent ma oamp neuze ? Nikun, hep mar a-bed. Met grêt hen eûz he dever, o tifenn Paris, beteg ann diweza tamm bara, hag ar pez n’hen eûz ket grêt, den all a-bed n’hen divije gallet ober.

D’ar c’houlz-se, unan hon armeou a oa dalc’het indann mogerou Metz, hag eben a oa bet kemeret (faite prisonnière) en Sedan, ha kaset d’ann Allmagn. Na oa ken kalz a chanz neuze da c’hounid. — Da betra derc’hel da ober ar brezel koulzgoude ? Na vije ket bet guelloc’h ober ar peuc’h doc’h-tu ? a lârfet, marteze. — Ia, ober ar peuc’h a vije bet mad, se zo gwir, met ar Prusianed na ioullent ket hic’h ober ; ho divizou (conditions) a oa re c’haro evit galloud beza digomerret hep mez ha disenor evidomp. A-baoue dispac’h (révolution) ar bevar a viz Gwengolo, ar Republikaned a oa en penn ar gouarnamant, ha n’eo ket hi ho defoa disklêriet ar brezel, met ur wez disklêriet, na ioullent ket eûz a ur peuc’h mezuz evit ar Republik hag ar vro holl. Koulzgoude evel ma oa ar Franz a dlee paea evit sotoniou he mestr, hec’h anavejont penoz ez oa dleet d’ezhi paea dispigno ar brezel d’ar Prusianed, hag a lârjont ez oant prest da sina un armistiz[1], gant ma larje ar Prus na ioulle kemer tamm a-bed eûz douar ar Franz. Met ann otro Bismarck a lâraz penoz na sinje ket a armistiz, nemet roët a vije d’ezhan ar gêriou Strasbourg ha Toul, pere na oant ket kemerret c’hoaz, hag ur fort pe daou endro da Baris. Kement-se ne c’halle ket beza grêt, d’ar c’houlz-se (ar 15 a viz Gouere), hep mez ha disenor evidomp, hag ann otro Jules Favr, pehini a oa êt da gavoud ar roue Guillaume hag ann otro Bismarck, da gastel Ferrières, evit esa em glewet gant-he, — a lâraz na vije grêt netra neuze, hag a zistroaz da Baris, hag hen trist braz.

Met, a lâro c’hoaz unan bennag, ar pez a c’houlenne d’ar c’houlz-se Bismarc’h ha he roue, hon eûz rinket da rei diwezatoc’h, ha kalz muioc’h zoken, hag evel-se, pegement a boaniou, a dispignou hag a

waleuriou evit netra !

  1. Un armistiz a zo ur pennad amzer, — peurvia bêroc’h evit hirr, roët euz ann daou du evit em glewet war un dra bennag, hag e keit-se a paoues ar brezel.