Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/81

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —


XIV


Bilzig gwasket


Evel-se Bilzig a greske en oad hag en nerz, en furnez !… Mat atao ha karantezus evit e vamm Izabel, kilhenn ive atao gant ar re all. Gwir eo, ar re-man ne oant na tener, na trugarezus en e genver : ne oad ket evit bea re rust en kenver eun hailhon evel Bilzig, a lavare holl dud ar bourk. Mouez an holl, mouez Doue ! Ha dao da Vilzig, pa vije tapet en eur pleg berr bennak.

Eun devez ’ta, ma oa o vesa bioc’h ha denved e amezegez, en Park ar Mêzou (penôs ec’h erruas an doare ? Bilzig biskoaz n’an neus hen gouezet), bioc’h ha denved hag all aet en park nesa. An anevaled, c’houi ’oar, o deus o fenn o-unan, o mennoziou, o zechou, o youlou. En em glevet a oant evit mont da laerez er park all ? Marvad. Ha Bilzig da redek war o lerc’h. Flastret ar patatez, ar melchon ; ar vioc’h a zic’hriennas eur gôlenn sklech [1]. Perc’hen ar park a erruas war an torfed. Heman ne c’houlennas ket digant ar pôtr hag-en an nevoa meset mat e anevaled, hag-en an nevoa grêt e zever.

Ar paour kêz Bilzig a baeas evit an holl : evitan e-unan, evit ar vioc’h hag evit an denved. Skouarnad ac’han, skouarnad alese, ken a drizilhonne e empenn, ha panevet ma oa stag mat e ziouskouarn ouz e benn, a dra zur, e vijent bet chomet etre biz-meud ha biz-yod dorn dehou Fanch Glauda.

An dud diwar ar mêz n’int ket kizidik evite o-unan, ha pegen nebeut evit ar re all !… Evelkent Bilzig a gavas d’ean penôs… rak, kousto pe gousto, eur gôlenn sklech ne dalvee ket ar c’hrabanajou, ar skouarnajou a oa bet roet d’ean didrue. Hag ar vioc’h hag an denved, penn-abeg d’e binijenn, a oa, du-hont,

  1. Kôlenn sklech, chou à vache.