Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/80

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

all o vont d’ar gêr ! Treantet gant an hao gleb-dour-teil. Ha war dreujou o dor klufaned Pennenez o c’hoarzin goap outan. Marvad ma vije bet kanfarted ar bourk eno, aet e vijent bet, marvad, da ambroug anean beteg e di.

Ar givijerien, pere a gignas ar paour kêz Bidoullig, o deus kavet ar bodig drêz a lakaas ar gazeg fur da drei en diotaj. Roet o deus anean d’ar barner, hag heman, sioulik, a reas eun enklask. Den ne oa bet er marchosi nemet an toulladig pôtred an nevoa gwelet e-unan, hag en e spered, koulskoude difius, ne goueas ket ar mennoz e vije bet unan eus ar re-ze an nije bet grêt an tôl… An tôliou gwialenn, ôtrou barner, roet hep abeg na reiz, a ve paeet, er bed-man pe er bed all.

Bilzig, c’houi hen goar ervad, ne oa na birbilher [1], na brabanser, hag a zalc’has evitan e-unan hano an hini an nevoa lakaet Bidoullig da ziodi hag he mestr da gouea er poull-hao : c’hoant n’an nevoa ket da vea tapet diwar-bouez e deod. Hag evelkent, am c’hredo neb a garo, tamm laouenidigez ebet ne dennas Bilzig eus digoue ar barner… Abalamour da betra ? Abalamour da betra ?… Goulennet digantan. Hen e-unan, marvad, ne vije ket bet evit hen displega dirakoc’h, hen gouzanv a rê.

  1. Birbilher, bavard.