Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


o peuri evel pevar anevalig dinamm ha dinoaz. Eur wechig an amzer, e savent o fenn da zellet ouz ar pôtr, marteze evit ober goap anean, piou a oar ?

Ha Bilzig d’e dro : ha dao d’ar vioc’h, dao d’an denved ! Hag ar vioc’h da vreskign, an denved da redek ha da vêal eus an eil penn d’ar park d’egile. Ya, met ar vioc’h a oa bet gant ar c’hole, eur pemzek de a oa, ha, pa erruas ar bugel ganti er gêr, he ferc’hen en deus d’ean kanet eur c’hantik all, ha ken didrue all.

Eur wech all, brao an amzer anei, plên ar mor evel eul lenn, an darnvuia eus pôtred ar bourk a oa o c’hoari er bagou bihan, o poleat, o rônat. Bilzig, netra d’ean da ober en ampoent-ze, a zelle c’hoantek oute, hag a lipe gant beg e deod ar vic’hienn a ziskenne war e vuzell ; e vreur Yannig a oa en e gichen, e viz-yod gantan doun en e fri.

— Bag vihan an Touz a zo war flot, Bilzig, eomp enni ! Deus, Bilzig, deus !

Ha Bilzig, evit ober plijadur d’e vreur, plijadur ive d’ean e-unan, rak ne garie ket kalz chom war e c’hoant, en em leuske da vont…

— Deus, Bilzig !…

Diês enebi… Hag int o-daou en bag vihan an Touz, evurus. Ha da boleat ; redadeg bagou entre ar bôtred, ha bec’h d’ei !

Ya, met an Touz a deuas war ar porz, ezomm d’ean eus e vag. Pelec’h eman ?… Setu hi du-hont, daou ganfart e-barz… Ho ! ho ! hou… oup !

Bilzig, lemm e lagad ha sklêr e skouarn, an nevoa anaveet an Touz ha klevet e hopadenn. Ha flêr en e vragou !… Bilzig a bolee a nerz e gorf, met enep ar mare !…

Hag an Touz a c’hrozmole, droug ennan, war ar chaoser, o c’hortoz ar vag vihan. Ha, pa erruas Bilzig en ôd, daoust d’ar c’houezenn da redek war e dal, ha d’e roched da vea gleb war e gein o poleat, evit e zec’ha an Touz a roas d’ean dizamant eur flipad war e fri.