Hag ar bôtred all adarre da c’hoarzin, pa weljont ne gouee ket kurunou an ôtrou person war o fenn.
Droug en ôtrou person, ken a verve ; sevel a eure er-mêz eus e gador.
— Piou en deus d’it-te disket an traou brao-ze, marmouz fall ?
Ha Lellig a vleuje evel eul loue : ouen ! ouen !
— Piou ?… lavar piou ?…
— Ouen ! ouen !… Bi… Bi… a c’hlaourenne ar pôtr, ha birviken n’eo bet evit mont pelloc’h… Bi… Bi… Bi…
— Rasklet e vezi, marmouz !
Berraet an neus an ôtrou person ar c’hatekiz, gant an droug a oa ennan.
— Er-meaz ha buan, evelato !
Hag ar vugale evurus, hag er-mêz. Jojo a jomas da zellet ouz ki ar presbital (Pipi, anaveout a rit anean), astennet a-hed e gorf evel eut lanjore war dreujou an nor, beg e lost eun tammig gantan en diavêz.
— Jojo, lakaa da droad war e lost, eme Bilzig.
Ha Jojo a-blomm a dôlas e droad klei war beg lost Pipi. E droad ? n’an nevoa ket ankouaet marvad e voutez-koad er gêr, hag an tachou marc’h a oa enni ?
Eun harzadenn, eur yudadenn, eul lamm hag ar c’hi krog en brec’h Bilzig. Ar bôtred all d’ar red, er-mêz ar porz.
Evurus eo bet, ma oa eno ar person, anez da se, Bilzig a vije bet infamet gant ar c’hi, diframmet d’ean e dammouigou dilhad ha tammou mat eus e groc’hen.
— Peoc’h, Pipi !
Hag a dôliou treid, an ôtrou person a stlapas ar c’hi en kreiz ar porz.
Ar gwad a zivere eus brec’h ar pôtr :
— Petra ez peus great d’ezan ?
— Netra, ôtrou person !
Hag hen ive ha d’ar red hag er-mêz. Ne garie ket bea e-kichen an ôtrou person : Gwialenn ar barner, c’houi ’oar !… Ha dindan