Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/63

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —


— Ped Doue a zo, Lellig ?

— Tri i i i, ôtrou person,

— Unan Lellig, unan hepken.

Ha Lellig, mezek ha trefuet, aon d’ean da vea rasklet.

— Ped Doue ’zo ?

— Leiz ar beel c’horo, eme Bilzig d’ean en eur c’houezadenn.

— N’an ê ê ê ket gwir, eme Lellig, ha krenv.

— Penôs n’eo ket gwir ? eme an ôtrou person, souezet.

Ar person a grede gantan penôs Lellig a responte d’e c’houlenn. Ha droug en ôtrou person.

— Penaos, ginaouek a zo ac’hanout, penaos n’eo ket gwir e zo eun Doue hepken ?…

— He… he… he… man ê… ê… ê… an hini a lavar ô… ô… ôtrou…

— Serr da c’hinou, selaou mat ha taol evez… Ped Person a zo en Drinded ?

— Tri… i… i… i… Ket, ket, ôtrou person.

— Ped ? Digech ha buan.

— Pevar : An Tad, ar Mab, ar Spered-Santel, Evel-se beet grêt.

Hag ar bôtred da c’hoarzin, da c’hoarzin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se beet grêt »).

An ôtrou person ne c’hoarze ket.

— Daoust ha te a ouezo gwelloc’h da zakramanchou ?… Ped zakramant a zo en Iliz ?

Setu Lellig tapet berr : Ped zakramant a zo en iliz ? Bilzig d’ean entre daou : « Seiz ».

— Seiz, ôtrou person.

— Mat sur, evelato, Lellig ! Niver anezo.

Bilzig en eur c’houezadenn :

— Teir roched ha peder hiviz.

Ha Lellig dievez :

— Te… te… teir roched ha… ha… pe… pe… peder hiviz.

Eur gelienenn, eur fubuenn ho pije bet klevet o nijal dre ar zal. Darbet eo bet d’an ôtrou person kouea en droug-sant.