Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/62

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

Lellig ar Monkuz ha kalz a re all a oa eno en o zav, an ôtrou person en e gador azeet eus an dôl, eul levr hag eun delienn baper dirakan, eur bluenn en e zorn.

Bilzig n’an nevoa ket ankouaet devez ar barner, hag en em lakaas war ar regenn diwea, a-drenv Lellig ar Monkuz.

— Da genta, paotred, eme an ôtrou person, me a ya da skriva hoc’h hanoiou.

Ha pep-hini a zigechas e hano, hini e dad, hini e vamm, Hag ar person a skrive, a skrive…

Tro Bilzig a erruas.

— Da hano, paotr ?

— Yvonig Tanguy.

— Hini da dad ?

Gir.

— Da dad ?

Ar vugale all da vousc’hoarzin…

— Bas… bas… bas… as tard eo, ôtrou person, a visteodas Lellig ar Monkuz.

E gomz n’oa ket gantan peurechuet, ma oa dorn Bilzig war e chod ; eur grabanad an neus tapet, ha dispeget mat, m’en assur d’ec’h. Ha setu savet eur gabailh : tôliou treid ac’han, tôliou treid alesont, ha gir. An ôtrou person, gant kalz a boan, a deuas a-benn da lakaat ar peoc’h. Ar pedennou lavaret :

— Breman, eme an ôtrou person, ez an da c’houlenn diganeoc’h eun tammig katekiz… Bilzig ! Ped Doue ’zo ?

— Unan hepken.

— Ped person a zo en Drinded ?

— An Tad, ar Mab, hag ar Spered-Glan.

Lellig ar Monkuz a oa eur pôtrig divaoue [1], leusk a gorf, bac’h a spered, bisteod, ha gantan atao e veg a-rôk. Mesket, kemmesket an nevoa en e benn an Drinded, an tri Ferson, eun Doue hepken, ha ken luiet e oant ken n’oa ket evit o dibuni. Deut e dro da respont :

  1. Divaoue, lourd, inintelligent.