c’houec’h gad (goulennet digant pôtred ar c’homananchou), evit rei, pa vijent klanv, eun tamm kig fresk d’am bugale ? Evidon-me, ôtrou person, n’oun ket evit hen tamall, hen graio nep a garo. Skandalet em eus bet anean… Oh ! nebeut, nebeut, ôtrou person… « Mamm Izabel, mamm Izabel, evit Yannig ha Katellig, a lavare ar pôtr !… » Hag ar vamm, ôtrou person, n’he deus ket bet nerz-kalon a-walc’h… ar vugale klanv… da…
— Nebon ! nebon ! Izabel. Gouzout a ran ervad penôs ho stad a zo hag a zo bet truezus meurbed. Evelato, gedon an ôtrou !… Me a gaozeo gant an ôtrou… Ha digasit ar pôtr d’ar c’hatekiz hag e vezo gwelet… Na disket ho peus-c’houi d’ezan e bedennou ?…
— Oh ! ya, ôtrou person, hag ive e c’hourc’hemennou ; goût a ra anê dindan evor, ha tammouigou all a gatekiz. Diski a ra ar pôtr ar pez a gar, pôtr a skiant e vo hennez, met red e vo goût penôs dont a-benn anean, her bleina.
— Ma ! digasit anezan d’ar presbital, ar c’hatekiz a zigoro dimerc’her, da zek eur… Hag ahendall evelato penôs ez a ar bed ganeoc’h ?
— Mat a-walc’h, ôtrou person, p’eo gwir hon deus eun tammig bara da zibri, a-wechou eun tamm pesked, hag e c’hellet va c’hredi, ral e ve war an dôl kig gedon an ôtrou… N’omp ket figus, hag ar vugale, pa vent yac’h…
— Alo ! kenavezo ar c’henta, Izabel. Yec’hed mat d’eoc’h ha d’ho pugale !
— D’ec’h ive, ôtrou person.
Ar merc’her war-lerc’h, Bilzig, gant tri pe bevar bôtr all eveltan, ac’h ês d’ar presbital.
Tok ! tok ! war an nor. Ar garabasenn o tont da zigeri :
— Hastit affo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu choumet ? Ar re all a zo aze ; an ôtrou person evelato a zo oc’h ho kortoz, Evelato ! evelato ! A-raok antreal er zal, tennit ho poutou, marvad n’ez an-me ket da skuba war-lerc’h kanfarted eveldoc’h-hu.
Tennet o boutou gant ar bôtred, hag int er zal. Jarlig ar Pinter, Fanch Mourzig, Jojo ar Spagnol hag e genderv Olier ar Pôtr-ru, Lellig an Touz, Pierrig-Mari Gola, Fanch ar Skouarnek,