Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/60

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —


X


Bilzig a ya d’ar c’hatekiz


An devejou a-hed an devejou en em astenne ; Bilzig a rene e unnek vlâ, ha n’an nevoa ket c’hoaz grêt e bask kenta. Ken brudet fall e oa ken n’oa ket bet falveet gant an ôtrou person hen digemer er c’hatekiz, daoust d’ar c’hure da vea bet lavaret d’ean penôs Bilzig a oa eur pôtr dihun, hag a deuje buan war vad. Siouaz ! an holl a oa enep d’ar pôtr.

Gir na rannas an ôtrou person. Evelkent eun devez — Bilzig n’oa ket er gêr — eun tammig keun marvad d’an ôtrou person, beteg ti Izabel e teuas :

— Demat d’eoc’h, Izabel ! Deut oun d’ho kavet ha da gaozeal ganeoc’h diwar-benn ho mab hena Bilzig. Gouzout a rit pegen drouk ez eo ar pôtr : goap a ra evelato ouz ar valtouterien, ouz Gargam ; en oferenn-bred n’ez eo ket evit paouez. Unnek vloaz en devezo a-barz eun nebeud, ha n’en deus ket great e Bask kenta. Red eo delc’her reut var ar pôtr, pe e teuio da veza eur gwall den evelato.

— Reut ! ôtrou person, netra a vad ne dennfet dioutan. Bilzig a zo eur pôtrig karantezus, mat evidon, mat evit va bugale : eun êl nan eo ket, gwir eo…

— Nann, Izabel, na pell ac’hane, ha, ma kredan brud ar bourk…

— Brud ar bourk, ôtrou person ?… Ar gaou hag ar pec’hed gantan atao ! Nann ! nann !… Bastard ac’han ! bastard alese ! skouarnad ac’han, tôl-troad alesont. Kalz a boan an neus ar pôtr-ze grêt d’ar valtouterien, evit bea diôchet eun tamm koad pe daou, e-pad ar goanv, skorn hag erc’h war an douar, evit ober tan da domma pe da boazat hon frejou, pe evit bea dastumet bozadennigou holen evit salla hon boued ? Difennet eo me ’oar. Kalz a zroug en neus-hen grêt evit bea distrujet pemp pe