Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/59

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

— Bilzig ! Bilzig ! bastard !… Kê da glask da dad beuet en stank ar vilin-avel !…

Pôtr mat, koulskoude, ha karantezus, a lavare Izabel. Prim met eeun. Pôtr moan ha mistr, treut met gwevn a gorf ha skanv a droad, lemm a lagad hag a spered, e oa d’ar c’houlz-ze ar pôtr. Den ne oa evit dont a-benn outan, pa vije kounnaret : eo, e vamm Izabel, honnez a deue. Eun diaoul er-mêz, eun oanig er gêr.