Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/65

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

evor, me ho ped d’am c’hredi, ar pôtr a zalc’ho, ha start, krogadenn Pipi hag a lakaio anei gant gwialenn ar barner…

Ar zadorn war-lerc’h, toutek ar bôtred o tont d’ar presbital, met buan ha buan o daoulagad a sederaas.

— An ôtrou kure a raio hizio ar c’hatekiz, eme ar garabasenn, en eur digeri an nor.

Gwella den a dôle troad war an douar, an ôtrou kure. Pa antreas er zal :

— Demat d’ec’h, ôtrou kure ! eme ar bôtred.

— Demat d’ec’h, bugaligou !… Azeet, azeet, lavaromp da genta : Ni ho salud, Mari…

Hag ar bôtred en eur vouez : Ni ho salud, Mari… Echu ar bedenn.

— Ar wech diwea, an ôtrou person an nevoa ganec’h diluiet kentel ar zakramanchou ; hirio me ac’h a da zisplega dirakoc’h galloud an Otrou Doue : « An Otrou Doue, bugaligou, hen eo an hini an neus grêt pep tra : an nenv, an douar, ar mor, an dud, al loened, ar pesked, an traou a welet hag ar re a zo kuzet ouzoc’h. Hen a lakaa da ruilha, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; hen a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep divez na derou. »

Hag ar vugale a selaoue piz ha sioul kelennadurez an ôtrou kure.

— Meulit-hen, bugaligou, ra veo meulet a-vreman ha da vis- koaz !

Bilzig a lavaras da Jojo :

— Klev ’ta, daoust hag ema an Otrou Doue ive en grignol da vamm-goz ?…

— En grignol va mamm-goz ? eme Jojo souezet… Va mamm- goz n’he deus grignol ebet.

— Ginaouek a zo ac’hanout, bajanek !

Jojo, sklerijennet :

— Doue a zo dre-holl, ôtrou kure, sur, sur ?…

— Ya, sur, va fôtr !

— Neuze ema en grignol mamm-goz Jojo ? eme Bilzig.