gante o c’houliou, o c’hlenvejou, o siou. Ha neuze, e-pad an noz, ho pije gwelet anê, merc’hed, gwazed ha bugale hag all, o tibri, oc’h eva, evel da valarje, ar c’hig, ar bara, ar jistr, ar gwin-ardant, goneet gant o fedennou hag o c’hlemmou…
E-pad ma eo bet Izabel o tarempredi ar pardoniou, Bilzig a rês anaoudegez gant bugale ar bevien all, ha gante e tiskas eun toullad troiou kaer : penôs e vije goulennet an aluzen, pa vije gwreg an ti he-unan er gêr, ha penôs pa vije tud all ganti ; penôs hep dispign gwenneg, prena eur vouchenn bara gwenn war dôl ar stal ; ha, p’o dije c’hoant kerent pe berc’hen ar vugale da zibri gad pe c’honifl, penôs stigna antell pe las er c’hirjer dre belec’h e tremene an anevaled gouez. Disket an nevoa ive en em bilat, hag, a-barz eun nebeudig, hini anê na oa ken skanv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anei (ha ze alïesoc’h eget bemde) ral e vije ma na deue ket a-benn eus ar bôtred all.
Goude pardon ar Rozera, Izabel, skuiz a gorf hag a ene, o ren eun hevelep buhe, a chomas er gêr : deut a oa an amzer da zastum meskl, bigorned ha koukous, ha gwelloc’h a oa ganti gonit he bara, daoust d’ean da vea du ha kalet, o vont d’an ôd, evit gonit anean oc’h astenn he dorn.
Gant he aluzennou — piz Izabel — evelkent he deus prenet eur garg vouded ; eur voudenn, mesket gant tammouigou bezin sec’h, a zalc’ho tommder en ti, e-pad ar goanv. Bleud he devoa en he arc’h, evit lakât toaz en gô ; bara a vo ha krampoez, ha pastellou kig a oa a-zistribilh eus an treust, evit ober soubenn.
Abaoe ma oa intanvez, biskoaz ken pinvidik all ne oa bet. Pinvidik, oh ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigez Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigez ! gwevn meurbet eo ar gir-ze, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piou a nivero al leve a ra pinvidigez eun den glorus ha piou an dienez a ra hini Izabel.
Ma, n’eus forz !… Mont a eure ’ta adarre d’an ôd gant he bugale. Evit ar boutegadou kenta ma werzas, e-lec’h arc’hant, gloan e tigasas ganti d’ar gêr. Gloan he devoa ezomm evit ober dilhad d’ei, d’ar vugale. Enkardi, nean, ober stamm a ouie ; ar