Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —
vugale o devo lêreier, kamizolennou, kalabousennou gloan tomm. Pitouilhez a raio Bilzig e-pad ar goanv noz, pa ’c’h efer d’an ti-nean. Izabel a neo, a raio stamm gant ar gloan hag ar pitouilh.
Hag evel-se, gant poan he c’horf, nerz he c’halon, Izabel he devoa adc’hrêt he ziegez distrujet gant ar maro, evurus pa zelle ous he zi, hag ennan pevar bugel deut da vad.