Deut an hanv, hag evit Izabel an amzer a zienez, e-pad an hanv ne ve gwerzet na meskl na bigorned : netra da c’honit er vro a-rôk an eost. Red eo d’ê beva koulskoude ; mont a rafont, o-fevar, da glask an aluzen.
En Breiz-Izel, e ver mat evit ar paour, hag en pep ti e vo evitan eun tamm bara, eun tamm kig, alïes eur skudellad soubenn. Izabel ’ta a heulio ar pardoniou ; en-dro devejou ar pardon (derc’hent ar pardon, de ar pardon ha de an adpardon), an ôc’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel. Hag evel-se Izabel a zastume tammouigou bara, eur bastellad kig bennak, bosadennou bleud hag eur gwennegig bennak, evit beva e-pad ar zizun. Gant ar pardoniou bras, an aluzennou a vije fonnusoc’h, met ne garie ket o darempredi : re a bevien a gave war an henchou hag en-dro d’an iliz. Eno en em zastume, en em unane an dibab eus an dud dilezet gant Doue.
Na bet oc’h-hu en pardon Sant-Yann-ar-Biz, pe en pardon Kernitron ? Ma ! ma n’oc’h ket bet, it, hag a welfet a bep seurt infamet… Gwelet heman mac’hagnet e holl izili, hen-hont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-hen o huanadi war e wall blanedenn : « O ! pet true eus eur paour kêz !… O ! pet true !… » Hennez, azeet harp eus ar c’hleun, e flac’hou en e gichen, euzus da welet, a ziskouez e ziouhar debret gant ar gouliou hag ar c’hontron : « Sellit a drue eus eun den reuzeudik, c’houi pere a zo yac’h ha divac’hagn ». Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, pengamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwasoc’h-gwaz an eil eget egile, evit dispega deus yalc’h ar belerined eun diner, eur gwennegig bennak marteze.
Deut an noz, tort, kamm ha pengamm ha da redek, ankouaet