Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/33

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —


V


Bilzig dirag ar barner


Trouz hag enkrez er bourk ; petra ec’h êr d’ober d’ar vugale ? Hag ar vugale hag o c’herent d’ar presbital.

Evel just, Bilzig a zo bet galvet ar c’henta dirag ar barner. Heman a oa azeet eus tôl ar zal vras, en e gichen, a-zehou, ar person, a-glei, ar c’hure, an daou archer, hag ar zakrist en toull an nor, hag er-mêz, el liorz, ar vugale hag o zud, war an dôl, dirag ar barner, diou wialenn ozil.

Bilzig a zellas a gorn eus ar barner, hag a-dreuz eus an diou wialenn.

— Lavar d’in, mabig, ha te ’zo bet er weenn ber an ôtrou person ?

— N’on ket, ôtrou.

— Ma, n’eo ket te, mabig, a zo bet tapet gant ar zakrist o tibri per ?

— Geo !

— Ar per-ze, marteze, a oa koueet o-unan ez kinou ?

Gir ebet.

— Respont, mabig, ne vo ket grêt a zroug d’it, ma vez fur… Lavar ar wirione. N’out ket bet er weenn ?

— Nann, ôtrou.

— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, marvad, da-unan, hag anaveout mat a rez-te ar re all. Lavar piou int ?

Bilzig gir ne rannas.

— Me ’oar ervad ec’h anaveez anê, lavar piou a oa ganit, hag e vi laosket da vont, ha dustu ! Piou a oa ganit ?

— Madelen, Yannig, Katellig, ôtrou, a oa ganen.

— Digasit anê aman ! eme ar barner d’an archerien.

An tri vugelig a oa el liorz o c’hortoz o breur. An archer a dapas krog enne hag o boutas er zal.