Kerjantjili, ar barvek gwenn, |
Esa a rê tapout anê, siouaz ! pounner a oa e c’halochou, hag ec’h ê gant e hent, en eur c’hrozmolat :
— Ar wialenn ! ar wialenn, kanfarted !
Diveo ar pôtr koz, ar vugale ne dostaent ket outan, nan ênt ket, e c’hellet va c’hredi, da c’houlenn digantan e aluzen, rak, pa zigouee d’ean tizout unan bennak anê, ac’han ! neuze ar wialenn a c’hoarie ; ha, pa vije eur c’hlemm enep hini pe hini eus ar bôtred, gwir pe c’haou, ar wialenn ac’h ê en-dro. Brezel ’ta etre ar vugale hag ar barner. Kemenn an ôtrou Kont a dalvee urz d’ar pôtr koz : ar wialenn a labouro !
Ar barner a ziskennas ar c’hra gant e zaou archer : unan eus ar re-man a yeas en pep ti.
— Urz d’ar vugale da zont d’ar presbital, a-beurz an ôtrou barner !
Trefu er bourk, enkrez en kalon ar ganfarted… Ah ! mar gallfent !… Ya, met re diweat eo, ne c’hallfont ket tenna, eus fin fons o bouellou, ar per o devoa debret. Siouaz ! pell, re bell a oa erru ar per-ze. Ha pegement a blijadur o devoa gouzanvet o tastum, o kuntuilh, o tibri ar per, ar c’hastrilhez. Ha breman… Ha mar deo gwir, evel ma prezeg an ôtrou person, penôs ar binijenn a vo muchet war ar pec’hed… Ar wialenn ac’h aio war rôk.
Laouen ha seder meurbed a oa an ôtrou barner o tiskenn ar c’hra, gant e daou archer.