Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

hirr ha lemm meurbed a oa e zent, doun e gof ha direvus [1]. Ya, met n’oa ket bet pedet d’ar pred, paour kêz Bilzig !

An ôtrou person ’ta a oa evurus meurbed o tistrei d’ar gêr ; hag eun toullad kanfarted…

Setu ar zakrist ha Bilzig : heman a grene en e bilhou.

— Ac’hanta ’ta, pôtr, eme an ôtrou person, ha divergont te eo al laer ?

— N’eo ket me, ôtrou person.

— Piou ’ta ?

— N’eo ket me.

— Evelato piou ? Lavar piou.

Kaer an neus bet an ôtrou person goulenn digant ar pôtr piou a oa al laer pe al laeron, hano ebet na dennas dioutan.

— Taolit anezan er-meaz evelato !

An neventi-man en em skignas dre ar bourk : al laer a zo bet er presbital !

An ôtrou Kont, p’hen klevas, a deuas da c’hoût an doare.

— Laerez an ôtrou person !…

An ôtrou a lavaras d’e vevel :

— Buan, it da gerc’hat barner Tremedern. Arabad eo leuskel ar ganfarted da ober o fennou skanv, red eo rei d’ê eur gentel hag a bego dioute. Gwialenn ar barner a deuio a-benn anê.

Barner an ôtrou, an ôtrou Kerjantjili, eur pôtr yaouank koz viret, a oa anaveet gant an holl, ha dreist-holl gant kanfarted ar vro ; hag heman ive a anavee mat anê, ne oa ket evit o anduri dirag e zaoulagad. Goap a rênt outan, p’an nije evet eun dakadennig, eur bannac’hig a re (hag alïes ar bôtred o devoa abeg da ober goap outan) ; difreza a rênt anean : monkus [2] a oa eun tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar pôtr koz, e redent war e lerc’h, hag ec’h ênt da ambroug anean, en eur gana :

  1. Direvus, qui mange de tout, qui ne refuse rien..
  2. Monkus, nasillard.