— Nann, ôtrou person.
— Piou ’ta !… piou ?
— Ar valtouterien.
— Ar valtouterien ? eme ar person, strafilhet holl.
— Ya, hag ar zakrist.
— Ar zakrist ?… Petra ? Ar zakrist !… Torret va dor !… Al laer, ar valtouterien, ar zakrist, evelato petra ’zo c’hoarvezet aman ?
Ar zakrist an nevoa gwelet ar person hag ar c’hure o tiskenn d’ar bourk, buan ha buan e tilezas e stern gwiader, hasta a rês affo da zont da gonta d’ê an doare. Penn-da-benn an neus displeget anei dirag an ôtrou person…
Aet int ar person, ar c’hure ar zakrist, ar garabasenn hag, evel just, Pipi war o lerc’h, d’al liorz. Pebez arvest ! Hijet ar weenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hassi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
Droug en ôtrou person, ken a verve :
— Piou ?
— Kanfarted ar bourk, ôtrou person ! eme ar zakrist.
— Piou ? piou ?
— Bilzig a oa gante, n’ oa ket el liorz evelkent, en diavêz e oa : flatal a raio ar re all.
— It d’hen kerc’hat, ha digasit anezan ganeoc’h !
Ar person an nevoa tremenet eun hanter devez, laouen meurbed, en ti an ôtrou Kont. Eul lein vat an nevoa debret : istr, eun alumenn viou, eur pesk (eun doulboudenn) [1], eun tamm kig-loue poazet en amann, hag, evit an divez, eun tamm gwastell ar Rouane, jistr mat ha gwin Bourdel da eva, ha kafe goude lein… N’oa ket figus an ôtrou person ! Bilzig, ma vije bet eno, en e lec’h, an nije bet labouret mat ive eus tôl an ôtrou Kont,
- ↑ Toulboudenn, turbot.