Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/27

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


IV


Bilzig ha per en ôtrou person


Bilzig, ankouaet ’ta gantan e le, eun devez, brao an amzer anei, aet Izabel en hent, Katellig war e skoa, Yannig krog en e zorn, ha Madelen war e lerc’h, ac’h ês d’an trêz.

Eun toullad mat a ganfarted a oa eno unanet, pôtred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’hourenn ; ar merc’hed, darn anê en o fluch, a c’hoarie eiz meinigou, hag ar re all gant tri pe bevar bôtr a oa o c’hoari mouchig-dall.

E-pad eun diskuizadenn, unan eus ar bôtred a lavaras :

— Klevit ’ta ; ar Pôtr-ru, dec’h d’abardae, a zo bet e gweenn ber an ôtrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Pôtr-ru a roas unan d’in da dafea… Mat !

— Eomp, eme Fieg ar Moal, eomp da dafea anê !… Ar person n’eman ket er gêr, gwelet am eus anean, hen hag e gure, o sevel gant ar c’hra. Aet int, marvad, da leina d’ar maner.

— Ar garabasenn, eme unan all, a zo o kanna, e-tal lenn-C’hirek, ha Pipi, ki ar presbital, a zo ganti !

— Eomp da dafea ar per !

— Ya, ha ma vemp tapet o laerez ? eme Bilzig.

— Tapet ? diod ’zo ac’hanout !… Gant piou ?… N’eus den en ti, eomp !… Aon ac’h eus te, marteze ?…

— Aon, me ?… aon, me ?…

Aet int pôtred ha merc’hed hag all, a-hed an ôd, evit na vijent ket gwelet, betek garz skô ar presbital. Daou, ar re hardian, Jojo hag ar Pôtr-ru, a grapas er weenn, darn abafoc’h, finoc’h marteze, a guntuilhe hag a zebre spezard, kastrilhez da c’hortoz ar per ; darn all gant ar merc’hed a azeas war ar voger. Pep-hini a oa krog : mat per an ôtrou person.

Erruout a eure, d’e dro, Bilzig gant an tri all.

— Mat ar per, pôtr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez !