Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/26

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

Luskellet gant va c’hanaouenn, kanaouenn va buhe tremenet, serr da zaoulagad, kousk, bugelig, kousk da benn war va c’halon.

Chom aze, evit miret na deufe ar c’houn, eus goueled va evor, ar c’houn goaper ha chifus da ziskouel d’in gant e viz, war an hent am eus heuliet, ar vleuennou pere n’am eus ket bet kuntuilhet, ar frouez mad ha dourek pere am eus bet disprizet. Kousk war va barlenn, ankounac’h, bugelig Doue, evit na deuio ken ar c’houn… Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziouaskell, kea ! kea ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklerijenna va mennoz.

Na da guz-heol e vuhe, piou na gar, a-rôk mont da gousket, lezel ar c’houn da vleina e spered a-us e zevejou evurus ? Ha, war dachenn ledan ar vuhe, piou na gar, eur wech c’hoaz, dibaba e-touez ar vleuniou dic’houez ar vleuennigou a c’houez mad, pere o deus sklerijennet e hent ha sederaet e galon ?…