Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/171

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

— Ha ma na wasa ket an amzer, a lavaras ar c’habiten, a dra zur e kouskfomp en Perroz.

Euz riz er gouel bras, gant he gouel stê hag he fok bihan, ar Vran a sik he diarog el lamm. An tôliou-mor a freg war ar pont. Gwall fall eo evelkent an amzer, ha gwall rust ar mor.

— Erruout a rafomp-ni en antre Perroz a-rôk an noz ? Enk, enk eo, kerreg a bep a du.

An avel a zo deut d’e Su, a-benn krak. Gant an abardae barrajou arne a zav, glao hag avel.

— Red e vo d’emp kemeret daou riz, eme ar c’habiten. An avel a gresk… Amin ar fok.

Tri riz er gouel bras, eur riz er gouel stê. Trawalc’h gant ar Vran da ober.

Dre ma teue an noz, an amzer a wasae. Tourmanchi a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a zav war ar wagenn evel eul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.

— Poent eo d’emp erruout, a lavaras unan eus ar vartoloded ; poent eo d’emp : bremaïk ne welfer pekad.

Bilzig a oa azeet hanter gourveet en disklo al listenn en avel, an daou vartolod all en e gichen, serret en o siraj. Ar c’habiten, reut en e zav, stag ouz ar varrenn, e zaoulagad war ar c’hompaz sklerijennet gant eur c’houlaouenn, a levie. An tôliou-mor a gouee war ar pont, hag an dour a ruilhe dre an dalojou [1]. Tourmant ru. An avel a c’houibane, a skrije, a yude en drisou, en obanchou. An tôliou-mor a strope hag a frege war diarog ar Vran. N’eus forz.

— Tourmant ru ! a c’hrozmolas ar c’habiten. Ma vije eun tammig gwel… Du-pod, ken du hag en fin fonz puns an ifern.

Eun tôl-mor a deuas hag a goueas war ar Vran, a ziframmas ar c’habiten diouz ar varrenn, hag a begas anean ouz al listenn, evurus ma n’eo ket êt er-mêz. Semplet. Lakaet eo bet en e c’hourve a-hed al listenn dic’hlaoiet.

Bilzig a lammas war ar varrenn.

  1. An dalojou, les dalots, ouvertures sur le pont par où passe l’eau.