gourlenn hag an daze, nerz ar mare en-dro d’ar c’herreg pe en antre ar porziou. Dindan evor Bilzig an nevoa disket an holl draou-ze. Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerz e galon. Bilzig, evel m’an nevoa d’ean disket Saïg Jelvest, ne golle ket an nord.
En em blijout a rê Bilzig en bourz ar Vran, gonit mat a rê, ha c’hoant n’an nevoa ket da goll e gabiten, ken rust gant ar re all ha ken dic’hlorus gantan, ha ken mat.
Met Bilzig n’an nevoa ken kalz a amzer da chom en bourz ar Vran.
Ar Vran a oa bet o tiskarga had lin en Landreger, hag a oa gortoet en Perroz evit karga gwiniz evit Montroulez. Miz du anei. Berr an de.
— Alo ! pôtred, soukomp eur pennadig, hag ec’h errufomp er gêr evit Nedelek hag an de kenta ar blâ. P’hon devo diskarget hon gwiniz en Montroulez, e teufomp d’ar gêr, evit tremen ar goueliou. Alo ! pôtred, eun tammig soukadenn !…
Hag ar bôtred a boanie, tre ma c’hallent, gant plijadur.
Lastret ar c’hober, diskennet ganti ar stêr. Er-mêz, ar mor a zo groz, reut an avel.
— Mar gallfemp tapout Perroz a-rôk an noz ! Petra a lavaret ?…
Avel Su, ha du an noz.
— A zo gwall antre en Perroz, eme unan eus ar vartoloded.
— Goût a ran, a respontas ar c’habiten. Mar chom an avel en e Su, e tapfomp Perroz, met mar teu d’e west, han ! han ! mar teu d’e west !… Fall an amzer… Met chom aman ?… Ar Vran a zo krenv. Chom aman !… Pegeit ?… Da vihana, pa vefomp en Perroz, ne vefomp ket gwall bell eus ar gêr… Alo ! pôtred, petra, petra ’refomp ?
— Eomp ! eomp ! eme unan eus ar vartoloded, eomp ! Tre a zo, ha gant an tre, daoust d’an avel da vea a-benn… loveal a refomp.