poan war ar mare tre er ganol ar Seiz Enezenn. Ar c’habiten a oa azeet war ar rouf :
— Ma ! Bilzig, falveout a ra d’it atao diski skriva ha niveri ?
— En fe, ya, kabiten !
— Ma ! mar kerez, me a zisko d’it ar pez a ouzon, rak, te ’oar, n’on ket gwall abil war an traou-ze.
Hag abaoe an de-se, goude koan, pa vije ar Vran eoriet er porz, ar c’habiten hag e vartolod yaouank, o daou azeet dirak taol ar gambr, a skrive, skrive. Poanius al labour. Niveri a rênt ive.
Bilzig, a-benn eun nebeudig, a oa deut da vea ken disket hag e vestr.
— Breman, pôtr, eme ar c’habiten, e vo red d’it diski da-unan. Heuilh va ali : pren, eur wech an amzer, eul levr bennak ; lenn, lenn, tre ma c’halli ; da empenn a labouro, astenn a raio e nerz hag e c’halloud. Ha marteze, piou a oar, marteze e teui da vea eun tammig kabiten eveldon-me, ha ze ne vo ket diês d’it, met eur c’habiten disket, eur c’habiten « long-cours ».
Komzou Glaoda n’int ket bet ankouaet. Bilzig, pa vije ar Vran en eur porz bras bennak, Brest, Montroulez, Sant-Brieg, ha pa ranke ar Vran chom er porz, a c’houlenne ôtre digant e gabiten da vont da labourat en bourz eul lestr all bennak da rei an dorn da lastra, dilastra, karga, diskarga : eur gwennegig bennak e c’honee evel-se ouspenn e c’hopr. Gant ar gwenneien-ze e prene levriou, rak e c’hopr a vije roet da Izabel : gwenneg ebet ne vire evitan e-unan.
Gant ar Vran Bilzig a frikas kranked [1] e-pad daou vlâ.
Deut ar pôtr da vea eur gwaz, pôtr yaouank a driouec’h vlâ, pôtr krenv ha kalonek, pôtr ive a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant aliou ha kemennou ar c’habiten, eur martolod eus ar re wella. Ne oa ket eur garreg entre Brest ha Sant-Malo ha n’anavee ket. Goût a rê d’ar marv-vor pe gant ar mareou bras eus ar
- ↑ Frika kranked, faire du petit cabotage (m. à m. : écraser des crabes). Les petits caboteurs sont appelés frikerien kranked.