— Eun tôl-mor diwar eur garreg… red eo d’emp pellaat ac’han. Paravire ! Adieu vat. Chanje eo !
Hag ar Vran a viras a vord.
— Pelec’h omp ? a c’houlennas ar c’habiten, deut ennan e-unan.
N’ouzomp ket kalz… It d’ho kambr, kabiten… N’eus forz petra a c’hoarveo, e vefet galvet.
— Ket, ket, pôtr. E-tal da gichen e chomin… Ne dleomp ket bea pell eus an antre… Ma welfed eun dra bennak !…
Met kaer o devoa sellet, gwel ebet ne weler nemet ar mor dirollet, na trouz ne gleved nemet trouz an tôliou-mor o frega en-dro d’ar Vran, nemet yud an avel er greamant.
Hag ar Vran a lamme a-dreuz inoenn an tarziou-mor eus an eil wagenn d’eben.
— Pelec’h omp ?
— En antre, marvad, eme Bilzig. Ma vije breman eun tammig sklerijenn, e vefemp savetaet.
— Poan hon devo, Bilzig, va fôtr, d’en em denn ac’han !…
Ne oa ket e gomz gantan peurachuet. Kraaaak ! Ar Vran he deus stoket er garreg.
Bilzig war ar varrenn ne gollas ket an nord : petra ober ?
— Err er c’hober ! err er c’hober !… Avel en goueliou !… ma savo ar Vran war ar garreg, uhel, uhella ma c’hallo, pe marteze e c’hallo lammet dreist mar zo dour a-walc’h warni… Err er c’hober !…
Eul lamm euzus, eun tôl-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anei hed-ha-hed, a zavas anei, ha, pa goueas, eur strak : ar wern d’an traon a-rez ar pont.
An tôliou-mor, evel chas-blei, a yud en-dro d’ar c’hober. Chacha, diframma a reont kement e kavent war o hent. Ya, met ar paour kêz Bran a zav gant pep tôl. Ar vag vihan a zo friket war ar pont ; an deleiou, ar ronviou a ruilh, a ziruilh, a-dreuz hag a-hed.
Eun tôl-mor all, ar Vran war e gein, hag e koueas war eur garreg all. Homan a oa skoazellet gant ar garreg dreist pehini