eun tammig sac’h lïen-gouel. Tennet a zo eur c’holc’hed hag eun tapis gloan eus e wele.
Madelen a zouge ar zac’h, Bilzig ar c’holc’hed, Yannig ar siraj hag ar suroa. An tiegez, ar vamm hag an tri bugel, a deuas da ambroug Bilzig. Holl int aet beteg ar Vran. Izabel a rês d’ar pôtr e wele, a glenkas d’ean e dammouigou dilhad en-dro d’ar gabanenn.
Grêt da Vilzig e dammig neiz en bourz. Erru an noz, Bilzig gant ar vag vihan a zigasas e vamm hag e vreur hag e c’hoarezed en ôd.
— Kenavo, mamm Izabel !
Eur pok start da bep-hini anê.
— Kenavo, mamm Izabel !
— Kenavo, Bilzig !
An de war-lerc’h, da c’houlou-de, ar Vran a oa du-hont pell, pell, war ar mor, war hent Montroulez, aet da garga gwiniz hag had lin evit Landreger.
Evurus ar pôtr : Bilzig ac’h a breman da welet kêriou, broiou all, dishenvel diouz e vourkig.
Ar gobiri, d’ar c’houlz-ze, a garge, a gase, a zigase eus an eil porz d’egile marc’hadourez a bep doare, a bep ment : gwiniz, hei, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerez, gwin, hag a bep sort traou all. Buanoc’h ec’h ê evel-se dre vor ar varc’hadourez eget dre zouar, ha dreist-holl e-pad an hanv. Eus a gichen miz meurz betek miz here, ar gobiri a c’honee arc’hant mat. Kabiten ar Vran, den a c’hir, a oa anaveet adalek Brest betek Sant-Malo, ha, pa errue en eur porz-mor bennak, atao e vije fret oc’h e c’hortoz.
Bilzig hag e gabiten en em rê brao ral : ar pôtr a oa prim gant e labour ; hag ar c’habiten, ma na gôzee ket nemeur ouz e vartoloded, an nevoa lagad sklêr, a ouie ober an disparti entre e dud.
Eun devez ma oa Bilzig war ar varrenn, brao an amzer anei, eur brizig avel Nord, ar Vran, flech hag all warni, a drec’he gant