Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/163

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 163 —

— Daonet ’vo ma ene, eme ar brigadier, hennez, ma ve tapet !…

— Petra a rafet d’ean ? a eilgerias Jarlig koz.

— Petra ?…

— Ya, petra ? Na c’houi a vefe evit miret ouz an dud, daoust d’ec’h da vea brigadier, da zansal, da gana war an henchou da veurz al Lard ?… Daoust ha c’houi ho pefe ar c’hoantegez da skourjeza neb a zavo eur zon bennak, pe a lakaio en pinijenn an hini a gavo eun ton neve ?…

Marc’heg Leskorr a zigasas barner Tremedern, ar barner koz, c’houi ’oar, mestr karantezus Bidoullig (sonj hoc’h eus ?) da ober eun enklask dre ar bourk.

Ar barner a oa gwall bounneraet e dreid. Ne oa ken ar pôtr reut a zutelle pa wele ar ganfarted, hag a lakae e wialenn da c’houibanat. Kosaet ar barner : breman ne dalvee d’ean netra kement hag eun tantad mat a dan war oaled e gambr, hag eur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.

Setu ma eo red d’ean, e-kreiz ar goanv, fall an amzer anei, mont da Lokirek. Ho ! ho, ! Hag evit ober petra ?… Abalamour da betra ?… Abalamour da verc’h eur c’hoz brigadier daonet, pehini a roe d’ean e-unan muioc’h a labour eget an holl dud all eus e varn. Evelkent e teuas.

Anaveet mat e oa an ôtrou barner.

Pa ziskennas en osteleri, e-tal kroaz Pennenez :

— C’houi, ôtrou barner ?… c’houi, dindan eun hevelep amzer ?… Deut buan da ober eun dommadenn, deut. Na c’houi a gemerfe eur bannac’hig ? a c’houlennas digantan Janed an ostizez… Eur bannac’hig a raio vad d’ec’h, ôtrou… Yen, gwall yen eo an amzer.

Hag an ôtrou barner, pa deue gant ar c’hra d’ar bourk, a oa eun tammig skanvaet e voutou : tommet e oa d’ean, netra a re.

Evel just, er bourk, en osleleri vras, e zo bet grêt d’ean digemer mat :

— Otrou barner ! ôtrou barner !