Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/164

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

Eva a eure diou pe deir dakadennig all : an ostizez a ouie an tu evit dont a-benn anean.

— An enklask ?… Salver Jezuz ! den aman, eme Jaketa, beg lemm ma oa unan — den aman er bourk, paour kêz ôtrou, n’an neus na n’an neus bet, biskoaz, taboulin, bombard pe biniou. Ne vefe ket kavet eur billig arem en holl dïer ar bourk, eur c’horn-boud bennak ne lavaran ket. Ha c’hoaz, emaint er bagou, evit korna pa ve brum. N’eo ket aman, ôtrou barner, nann, nann, n’eo ket aman eo bet savet ar zon nag ôzet ar jalivari, nann !… Eur bannac’hig c’hoaz ?… Rak, ’m eus aon, skuiz oc’h, ôtrou : eur bannac’hig all a raio vad d’ec’h.

— Evelkent, Jaketa.

An ôtrou barner, eun tammig freantiz deut ennan, e dreid war an oaled, tomm d’ean, hag hen da gôzeal, ankouaet gantan e enklask. Eus a Dremedern an nevoa klevet brao ral ar jolori, ha gwalc’h e galon an nevoa c’hoarzet, o klevet kana ar zon neve. Hag e save e ziouskoa.

— Ober eun hevelep keflusk evit eun tamm jolori, eun tamm jabadao ! Fur nan eo ket, nann, fur nan eo ket ôtrou Kervarker : dimei d’e oad !… Gwelloc’h e vije bet d’ean bea bet deut da Dremedern da domma ganen-me ha da eva eur werennad flip. Dimei d’e oad !… Ha gant merc’h ar brigadier !… Dogan an tad, dogan ar mab-kaer !…

Hag e c’hoarze an ôtrou barner, hag e gof a ruilhe war e ziouvorzed.

An ôtrou barner yaouankaet, laouen meurbed, a fredone :

Pell zo eman Janedig oc’h esa kaoui an tu
Da gavout eur jimadell, ive eur c’habell du.
Ha breman, p’eo dimeet d’eun den a wad uhel,
Kôzeo neb a garo, e tougo ar c’habell.

— An hini a reas ar zon d’an tad ne oa ket eur bajanek, ha nan eo ket eur ginaouek an hini an neus savet hini ar merc’h ! a respontas, Jaketa.