Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/159

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

Ha mouez an holl dud, unanet en-dro d’ar maner, a zavas da heul ar zoniri :

An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.
An hini yaouank a oa koant,
An hini koz an neus arc’hant.
An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.
Ha koulskoude pa er sonjan,
An hini yaouank eo ’r c’hoantan.
An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.

Kement den a oa eno a anavee hag an ton hag ar zon, hag a gane flour, flour, m’en assur d’ec’h, oh ! ya, ha diwar bouez o fenn, an ouidell dudius da ziouskouarn Janedig ha da re he ôtrou.

Ar biniou, ar bombardou a gane da heul ar moueziou, ar pilligou arem a groze, an taboulinou a skloke, ar c’herniel-boud a vleuje. Ha setu eur jolori biskoaz ken dudius all. Diou leo tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar mêzou, dindan tenvalijenn an noz sioul ha skeltr.

Marvad ar zonig a oa bet klevet ive er maner, daoust d’ar prenechou da vea bet serret mat. Janedig a ouele ; an ôtrou, en he c’hichen, evit he frealzi a lavare d’ei penôs e tizo ar zonerien.

— Paea a refont an daerou a skuilhet, va dousig koant Janedig !

Ar brigadier a rê leou-douejou spontus, euzus, p’eo gwir penôs he wreg war bep-hini anê a rê sin ar groaz. Met den er maner ne grede finval dirag eun hevelep arvest, dirag eun niver ken bras a dud.