Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/158

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

zac’h-biniou, c’houec’h bombard, tri daboulin, ha n’ouzon ket ped pillig arem ha ped korn-boud.

Ar zonerien a oa bet unanet gant Bilzig hag ar bôtred all en osteleri, evit diski ar zon grêt da Janedig. Peb a werennad mat a win-ardant o deus bet, evit lakaat en o c’halon nerz ha laouenedigez evit c’houeza er biniou, skei war an taboulinou. Disket gant ar zonerien an ton hag ar zon.

— Alo ! alo ! eomp breman da valarjea, da valarjea !…

Bilzig gant eun toullad pôtred all a hencho ar vagad.

Tremenet Pennenez ha Keraudren. Kent erruout gant maner Kervarker, ar zonerien a reas eun diskuizadenn a-rôk an arvest.

— Da genta e vo kanet an Hini goz troet en Hini koz, d’an eilved, Son Janedig ! a gemennas Bilzig.

Pa erruas ar zonerien en Kervarker, an hent bras, ar c’hleuniou, al liorzou, tro-war-dro, a oa leun a dud, deut eus a bep korn ar c’hanton, deut evel just da valarjea. Darn, pôtred bajanek [1] pe verc’hed divaoue [2], a grede penôs e oant bet, en gwirione, pedet da valarjea, da eva jistr, da zebri gwadigennou ha rost-kandadenn. An darnvuia a oa deut evit o flijadur, evit kana, dansal, youc’hal, ober trouz ha jolori : jalivari !

War an dachenn, dirag ar maner, ar voubou a zave eus eun hevelep engroez a davas. Pôtred ar biniou a c’houezas en o zïer, ar peder vombard a unanas o zoniri ; an tri daboulin hag ar pilligou, pep-hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar zoniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h d’ei !

— Alo ! pôtred, eme Bilzig, alo ! alo ! pep-hini gant e jeu !… An Hini koz… Prest omp ?… Dao d’ei !…

An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.
  1. Bajanek, peu fin, peu dégourdi.
  2. Divaoue, inintelligent.