Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/160

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

Echu son an Hini koz.

En-dro d’ar maner e savas neuze youc’hadennou, skrijadennou, eun dourni, eur voubou… N’ouzon ket penôs maner Kervarker n’eo ket bet koueet en e boull !… Evit eur jolori, setu aman eur jolori.

Eun tôl taboulin, ha war an engroez peoc’h an noz a ziskennas. Ha neuze, diwar greiz ar sioulder, moueziou ar bôtred hag ar merc’hed yaouank unanet, heuilhet gant kaniri ar vombard hag hini ar biniou, a zavas : Son Janedig.

Pell zo eman Janedig oc’h esa kaout an tu
Da gavout eur jimadell [1], ive eur c’habell du.
Ha breman, p’eo dimeet d’eun den a wad uhel,
Kôzeo neb a garo, e tougo ar c’habell.

Kan biskoaz ne oa bet kanet ha sonet ken flour all. Ar re ne ganent pe ne zonent ket, a zanse war-lerc’h ar zonerien hag ar c’hanerien. Evit an diskan teir vombard a adkroge gant An hini koz eo va dous, hag a vleine war an hent eeun moueziou an holl dud, bras ha bihan.

Hag ar ganaouenn neve a zavas adarre, skanv ha lirzin, etrezeg an oabl steredennet :

Otrou Doue, Janedig, penôs e vezo grêt,
Pa rankfet mont en karronz gant an dimezelled ?
Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans,
Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.

An teir vombard a unanas ar moueziou. En-dro d’An Hini koz, ha, pa echuas an diskan, ar zon neve a zo bet adarre sonet ha kanet :

Me ’mo eur vatez vihan a ouio ar galleg,
A gôzeo evidon ken am mo hen disket,
  1. Jimadell, espèce de manteau.