Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/155

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 155—

Er bourk, c’houi a lavar, an teodou ac’h ê war an a-rôk : pep-hini a gonte e gôz.

— Me a ouie ervad, eme heman, p’am oa gwelet ar marc’heg o tont ken alïes d’ar bourk… hag o tarempredi ar brigadier, penôs…

— Piou, a lavare egile, an nije bet biskoaz kredet penôs eur marc’heg a vije bet deut da glask pried en ti eur brigadier ?

— Hag Erwanig ?… a lavare unan all.

Enep Janedig savet holl dud ar bourk.

— Dilezel eur pôtr yaouank evel Erwan, eur martolod eveltan, ken dishenvel diouz marc’heg koz Kervarker !… a lavare ar vartoloded, bodennet dindan ar weenn dilh evit kuzulia diwar-benn dimei Janedig.

Ar merc’hed a damalle Janedig da ober faë war eur pôtr yaouank pehini he zaremprede abaoe he yaouankiz. Erez enne abalamour m’he devoa dilezet Erwan ?… Ya sur, met ive divinet abalamour da betra c’hoaz, ya, divinet abalamour da betra ?

Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penôs an itron goz a zo gwall gasus, tost, ken tost ken he dije touzet kein eul laouenn-dar, lavaret penôs ar marc’heg, goude maro e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karronz ec’h aio Janedig, ha, n’eus forz petra a c’hoarveo, pemzek kant skoed leve he devo.

Pôtred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep-hini klask tu pe du da waska Janedig, da flastra al lorc’h a oa enni. Met penôs, penôs ?…

— An eured a vo lidet an dek a viz meurz.

— An dek a viz meurz ?… Malarje ! eme Bilzig.

Malarje !… Jolori ha jabadao a vo grêt d’an daou bried neve. Red e vo ive ober d’ei eur zon. Holl dud ar barroz he disko evit he c’hana d’ei, da zevez he eured.