Hag e-pad n’ouzon ket ped nozvez, Janedig ne oa ket bet evit kousket, en eur zonjal en holl draou-ze. Erwanig a oa he muia-karet. Siouaz ! he zad ne roïo ket d’ei e ôtre evit dimei gantan.
— Kaer a po gortoz — an nevoa c’hoaz d’ei adlavaret an devez all ar brigadier — kaer a po gortoz, va ôtre ne po ket. Dimei gant Erwanig ne ri ket : va merc’h ne vo ket gwreg eur martolod !
Rankout a raïo eta dimei gant eur maltoutier !
Ha war e evor e save skeudenn ar marc’heg… Ar marc’heg ! hanter rivinet a gorf hag a ene, pinvidik c’hoaz evelkent… Eur marc’heg !…
Ped gwech e troas, e tistroas, hep gallout o zibuni, ar mennoziou-ze en he fenn ?
— Ma ! emei d’ei he-unan goude eun nozvez a drubuilh, ma n’am me ket Erwanig, gwell eo ganen ar marc’heg eget eur maltoutier. Da vihana itron e vin, ha pinvidik. Ha marteze !… Piou a oar petra a guz e plegiou he mantell an amzer da zonet ?…
Ar marc’heg eta a deue d’ar maner eur wech an amzer, ha bemde d’ar bourk : eun digare bennak e kave atao evit dont da welet e vignon ar brigadier. Janedig a rê d’ean digemer mat, hag, eun devez ma oa ganti o kôzeal war dreujou an nor, e c’houlennas hag hi a falvefe d’ei dont da vea itron yaouank en Kervarker.
— Goulennet digant va zad, a respontas Janedig.
Eun devez ar marc’heg hag e vamm a ziskennas d’ar bourk : ar mevel a skoras ar c’harronz dirak ti ar brigadier. Penôs an itron goz he devoa pleget he imor, he rogente, evit dont da c’houlenn merc’h eur brigadier da vea gwreg penn-hêr Kervarker, an ôtrou marc’heg Leskorr ?…
Ar zul war-lerc’h, an ôtrou person an neus embannet an daou den yaouank, ha, goude ar gousperou, eo bet grêt en Kervarker fest ar c’houlennadeg.
An ôtrou Leskorr a ginnigas d’e vestrez eur walenn aour eus ar re gaera, hag en argourou an neus roet d’ei pemzek kant skoed leve.
An eured a vo lidet an dek a viz meurz.