Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/156

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 156—

Otre a ve roet gant malarje da c’hoari, da zansal, da gana e-pad an noz… Hag ar bôtred yaouank, bodennet dindan ar weenn dilh, a glask an tu da lida, herve o c’hoant, eur jabadao evel ne voe ket bet savet biskoaz er vro, ouspenn kant vlâ a oa…

Ar besketerien, ac’h aio war ar mêz da werza pesked pe gregen, a skigno ar brud penôs e vo, en Kervarker, da veurz al Lard, grêt fest ar gwadigennou, en abeg eured an ôtrou. Pedet int holl da zont da valarjea ha da zigas gante o filligou arem, o zaboulinou, o c’herniel-boud, o biniou hag o bombardou, evit enori an ôtrou hag an itron neve.

Deut an de… Dever en dud yaouank. Ne glever nemet sutelladenn ac’han, kanaouenn alese, ha ne oa marmouz er bourk ha na ouie kana ar zon a oa bet savet da Janedig gant tud yaouank, pôtred ha merc’hed ar barroz, en ti-nean.

Ar bagou n’int ket aet d’an ôd : eured ôtrou Leskorr, gouel-berz !

Dek heur. Ar c’hleier d’an daou dôl [1] a gan seder en tour iliz parroz Lokirek. An holl dud ar bourk a zo renket war an hent.

Karronz bras ar marc’heg a ziskenn ar c’hra : Janedig a zo e-barz gant he zad hag he mamm. An ôtrou Leskorr a zo en eilved gant e vamm, an itron goz. Tri garronz all, leun a ôtrone hag a itronezed, a deu war-lerc’h ; war varc’h ar vererien gant o gwrage, ha pelloc’h, war-lerc’h c’hoaz, war droad, pôtred ar c’homananchou hag ar C’hernevoded, kerent ar brigadier, gant o mestrennou [2] mezer, o brageier berlinj glas hag o c’hamachou kanab ha pitouilh.

Skoret ar c’harronziou e-tal dor ar vered, sparlet an nor gant ar vugale. Tud an devez, herve ar c’hiz, a ranko gortoz ma vo savet ar sparl drêz, ha paeet o c’hopr d’ar sparlerien.

  1. Ar c’hleier d’an daou dôl, les cloches à la volée.
  2. Pôtred o mestrennou, les gars aux paletots de campagne.