Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/150

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —


VII


Eured Janedig


Janedig a oa merc’h brigadier ar valtouterien, eur plac’hig koant a ugent vlâ. Eur vent vrao a blac’h anei, eur c’hlazardenn, sklêr he lagad, du he bleo. Ar brud a rede penôs he devoa eur pennad bleo hag a gouee d’ei betek pennou he daoulin. Reuz ha stad enni, klevet ’ta, merc’h eur briz-ôtrou, eun dimezell e-touez merc’hed all ar bourk, hag end-eeun, abaoe ma oa bet en kêr, eur pennadig, o tiski ar vicher a gemenerez. Pa lavaran d’ec’h, eur plac’hig koant, eun tammig skanv he fenn, herve m’eman ar c’hiz gant ar merc’hedou yaouank.

Abaoe he fask diwea, darempredet e oa bet gant eur martolod eus he oad, Erwanig e hano. Ha dre ar bourk e oa bet ar gôz e tleent dimei en distro ar pôtr eus e veaj mor ar Su. Siouaz ! Erwanig, mar plije da Janedig, deut mat ne oa ket na d’an tad na d’ar vamm.

— Eur martolod, a c’hrozmole ar brigadier, eun den a netra !

— Eur martolod ! a ragache ar vamm : gwreg eur martolod. gwreg a zisplijadur. Frita paourente ne ri ken, paour kêz, gant da Erwanig !

— Ha gant eun druilhad bugale a-zistribilh eus da zavanjer ! a adlavare an tad. Eur maltoutier, ya, eur maltoutier, brigadier marteze e teuio da vea, met eur martolod !… ’Gôze ket d’in eus eur martolod !

— Eur martolod, Salver Jezuz ! a jale ar vamm.

Hag alïesoc’h eget bemde, Janedig a gleve ar memes pater. Ma vije bet Erwan er gêr, enebi a dra zur he dije bet grêt, met pell a oa he Erwanig. Sellet a rê, eur wech an amzer, eus ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siouaz ! kalon eur plac’hig koant, daoust hag-en a zo evit trec’hi war youl rust eun tad, pe war