Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/151

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

birbilherezou [1] kasus eur vamm ? Chalet, chalet ne oa ket ive Janedig red eo hen anzav da frita paourente, war oaled ar briadelez, gant eun druilhad bugale mic’hiek peg eus he c’hazekenn [2]. Ne falvee ket d’ei kennebeut bea henvel eus homan pe honnez, gwrage yaouank c’hoaz, pere a wele flastret, goenvet gant an dienez hag an displijadur.

Karout a rê he Erwanig, ya… Evelkent, evelkent !… Eur maltoutier ? Hi, Janedig, gwreg eur maltoutier ?… C’hoantek ne oa ket da vea gwreg eur maltoutier : ne garie ket ar valtouterien. Abalamour da betra ? Ya, abalamour da betra Janedig a rê fae war eur maltoutier ? Kalonig eur plac’h yaouank a zo diês ral da zisplega hag alïes he holl youl vat n’eo ket evit hen sklerijenna. Ar galon, an neus skrivet eun den brudet meurbed, an neus mennoziou kuzet pell diouz gwel ar skiant vat.

Ha koulskoude, plac’h yaouank koz viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank koz viret ne vo ket : ne fell ket d’ei, henvel eus he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, dizec’ha war droad gant ar c’heun hag an erez.

Re figus e oa bet tintin Katell, ha breman, eman en iliz o ruza he inou, o tijaba paterou a-hed an de, o krignat treid ar zent hag ar sentezed evit goulenn digante ar c’hras da gaout da vihana eur gwaz… er Baradoz.

Nann ! nann ! plac’h yaouank koz viret ne vo ket. Ma na zime ket d’he Erwanig… ac’hanta ! en fe… Met marteze e roio he zad e ôtre !… Ya, met n’hen roïo ket, hen goût a ra, he zad ne blego ket e imor…

Na c’houi, lenner pe lennerez aketus a zo, a vefe evit divinout penôs e troio ar gôz-man ?… Gant piou, e kav d’eoc’h, e timeo Janedig ?… Gant Erwan ?… Gant eur maltoutier ?… Marvad c’houi ne ret ket a forz gant piou. Ma ! war va fe, me ne ran ket ive gant piou, ha koulskoude, me ’oar, ya, goût a ouzon, goût

  1. Birbilherezou kasus, bavardages.
  2. Kazekenn, jupon de tous les jours de nos paysannes.