Mont d’an endalc’had

Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/143

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —

— Me a dizo ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnan Yann. Me a baeo d’it da veskl, marmouz fall, mic’hiek !

Hag ar vag ac’h ê atao gani ar mare ha gant an diou ronv etrezek Roc’h Louet — homan, hanter c’holoet gant an tarziou mor. Ar gerigi-ze a zo, an darnvuia anê, kompez meurbed. War Roc’h Louet hepken eur penn sounn a zav a-us ar bladenn [1].

Bilzig hag an daou gefeleg all a oa eta war beg ar Roc’h Krenn o c’hortoz ar mor da zevel. Lano mat a oa d’ar c’houlz-ze. Ar mor a rustae, ha ne oa ket hep eun tammig serr-galon ma selle Bilzig etrezek Beg ar C’hastell. Bremaïk Porz Biliek ne vo nemet eun tarch mor, hag ar c’herreg, o begou hepken gourizet gant inoenn wenn, pep-hini anê dispartiet gant kanoliou, e-lec’h ma na frege ket an tôliou-mor. Setu an hent. Abalamour da ze, Bilzig a zelle ken piz eus an hent a dlee da heuilh betek Beg ar C’hastell. Gortoz eur vag all evit mont war he lerc’h !…

Keit ha ma oa evel-se toutek ha preder, hag hen o welet an Deureugenn, pa oa o tremen dirak pladenn vras Roc’h Louet, tapet ha paket gant eun tôl-mor, ha taolet war ar garreg : re dost e oa deut eus ar garreg.

— Ac’han ! ac’han ! en em denn alese breman, laer koz ! a lavaras Bilzig. Tapet out, han, laer !…

Ar vag gant pep lamm a zav war ar garreg : kreuvet an Deureugenn. Yann hag e vab o deus gallet sevel war beg ar roc’h, ha da grial forz o buhe.

Diwar an ôd ne oad ket evit kas d’ê sikour : an tôliou-mor a frege re rust war ar c’herreg. Neb an nije esaët sikour anê a vije bet brevet e izili kent kuitaat ar bord. Ar besketerien a oa en daze en em zastume war ar gerigi ar re dosta eus an Deureugenn.

Hag an daou baour kêz war o beg garreg a grie, a grie, hag an tôliou-mor a strinke o inoenn warne.

— Alo ! pôtred, er vag vihan ! eme Bilzig d’an daou all, ha buan ha buan…

An eor er vag.

  1. Eur bladenn, une roche plate.